Filtre en cours : archives


  1. Sellet pizh ouzh strad ar mor
    Ar splujadenn gentañ en ur glozenn evit « Under the pole III » !

    Distro e oa splujerien an ergerzhadenn dindanvor « Under the pole III » eus o splujadenn gentañ e-pad 72 eur en ur glozenn a-ratozh, d’ar Yaou 3 a viz Here e Polinezia. Sellit ouzh web-teul o ergerzhadenn skiantel e teñvalijenn ar stradoù donañ…

    Lire la suite


  2. Strategiezhioù niverel
    Rannvro Breizh a laka he roadennoù e kerz an holl !

    Gant he forched nevez-flamm eo lodek Rannvro Breizh ent ofisiel e servij publik ar roadennoù. Lakaat a ra he roadennoù e kerz an holl, ar pezh a aesa skignañ hag adimplijout anezho.

    Numérique 

    Lire la suite


  3. Galv da raktresoù
    Bodit ho nerzhioù evit reiñ lañs da raktresoù nevezus !

    Ocean Terre Biotechnologies, Landerne : bevdeknologiezhioù ha yec’hed, unan eus ar ar c’hejoù etre filierennoù a zegas neveziñ d’o heul. Nicolas Job

    Emaoc’h e-sell da sevel ur raktres nevezus hag a zegaso obererezhioù, ma vo lakaet embregerezhioù bihan hag etre hag ur greizenn enklask da labourat asambles e meur a filierenn eus an ekonomiezh e Breizh ? It war ar renk evit ar 4e galv-mañ da raktresoù « Neveziñ a-stroll lec’h ma kej ar filierennoù » a zo bet lañset ar sizhun-mañ gant Rannvro Brei...

    Développement économique  Innovation 

    Lire la suite


  4. Lid-digeriñ
    Ti Lab, labourva rannvroel an neveziñ publik

    Kaout fiziañs en ijin a-stroll ha lakaat an implijerien e-kreiz ar jeu abalamour da wellaat ar servijoù publik : setu al labour arnodiñ a vo kaset da benn gant Ti Lab, labourva rannvroel an neveziñ, digoret ez-ofisiel diriaou e Roazhon.

    Innovation 

    Lire la suite


  5. Divizoù gant ar Rannvro
    Pep tra diwar-benn ar budjed evit 2017

    Elus dans l'hémicycle régional

    D’an 9, 10 hag 11 a viz C’hwevrer e oa bet breutaet gant an 83 dilennad eus ar Rannvro, ha degemeret ar budjed rannvroel evit 2017 : ur budjed 1,62 miliard €, brasoc’h eget hini ar bloavezh kent. Kit da welet doareoù pennañ ar budjed-se hag an holl vreutadegoù e video war bretagne.bzh.

    Assemblée 

    Lire la suite


  6. Gweladenn ar C’hentañ Ministr e Breizh
    Emglevioù evit meurgêrioù abalamour da harpañ ar mont-ha-dont a skiant vat ha kampus ar mor er bed.

    E Breizh e oa Bernard Cazeneuve d’ar 26 a viz Genver. Bet e oa e Roazhon hag e Brest, asambles gant meur a vinistr hag ar Prezidant Le Drian.

    Numérique  Énergie  Apprentissage  Mer 

    Lire la suite


  7. Abadenn evit an distro
    « 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH », d’ar 7 ha d’an 8 a viz Here

    Visuel de la manifestation

    Abadenn vras an distro eo evit an neveziñ, ha gouestlet eo d’an embregerezhioù ha da oberourien an neveziñ. Goude ma oa bet graet berzh gant an abadenn gentañ warlene e Roazhon e aoz Breizh Diorren Neveziñ « 360 tra hag a c’haller ober, an neveziñ er mod BZH » un eil gwech, d’ar 7 ha d’an 8 a viz Here e Brest.

    Économie  Innovation  Cop 21 

    Lire la suite


  8. Postadurioù an amzer-da-zont
    Seizh raktres eus Breizh evit ar c’hresk glas

    Seizh raktres evit ar c’hresk glas zo e-touez ar 174 raktres dibabet da-heul ar galv da raktresoù broadel « Oberennoù EBE » evit an treuzkemm energetek hag ekologel (programm broadel a bostadurioù evit an amzer-da-zont).

    Innovation  Mer 

    Lire la suite


  9. Skoazelloù rannvroel
    Emaoc’h o raktresañ krouiñ un embregerezh nevezus ?

    Open Space

    E Breizh ez eus ur rouedad frammoù evit sikour an neveziñ koulz hag ur stignad skoazelloù arc’hant hag a harp nevezadennoù an embregerezhioù. Ar poent war ar sikourioù d’ar c’hrouiñ embregerezhioù nevezus

    Innovation  Entreprise 

    Lire la suite


  10. Enklask
    Ur studiadenn nevez diwar-benn an niverel e Breizh

    Vue d'un foyer avec jeune garçon devant son ordinateur portable en premier plan, et reste de la famille en second plan, dans la cuisine. Deux autres enfants sont attablés devant un autre ordinateur.

    Gwiaderien stank-ha-stank, muioc’h-mui a vinvioù hag a implijoù hezoug, teknologiezhioù nevez o tont war-wel hag a zedenn muioc’h-mui an embregerezhioù hag ar strollegezhioù... Embannadur 2016 « Implij an niverel e Breizh » a dres poltred ur rannvro bepred kevreetoc’h.

    Numérique  Territoire 

    Lire la suite