Diorren ekonomikel
Ur gefrediezh ekonomikel gant Breizh e Japan

Etre ar 15 hag an 19 a viz Gouere 2019 e oa bet, evel bep bloaz, ur strollad tud eus Breizh renet gant prezidant ar Rannvro, Loïg Chesnais-Girard, e Japan abalamour da startaat al liammoù etre Breizh hag an ekonomiezh japanat.


Franck Betermin

Deuet eo ar 15vet kefridiezh ekonomikel vreizhat e Japan da vezañ un emgav bloaziek. E-pad pemp devezh e oa bet ar strollad tud renet gant prezidant ar Rannvro o kejañ hag o kendivizout gant embregerien ha dilennidi eus Japan abalamour da startaat al liammoù etre Breizh hag an ekonomiezh japanat. Evit ar veaj-mañ, asambles gant Loïg Chesnais-Girard, e oa da skouer skipailhoù Breizh diorren neveziñ (BDN) ha Breizh kenwerzh etrebroadel (BKE), a zo frammoù karget da lakaat politikerezh ekonimikel ar Rannvro e pleustr : an hini kentañ dreist-holl evit sikour ar filierennoù ekonomikel da emdreiñ, an eil evit lakaat an embregerezhioù eus Breizh da greskiñ o obererezhioù war an dachenn etrebroadel.

Programm ar gweladennoù hag ar c’hendivizoù

Meurzh 16 a viz Gouere 2019 – Tokyo

  • Kannati Frañs e Japan : un emgav gant kannadour Frañs e Japan, Laurent PIC.
  • Sanden (Sanden e Tintenieg) : un emgav gant ar Prezidant nevez, Katsuya Nishi, hag ar besprezidant seveniñ, Tsuguo Ito.
  • Koan gant Kumuniezh ar Vretoned pe mignoned Breizh e Breizh Café Shinjuku.

Merc’her 17 a viz Gouere 2019 – Tokyo

  • KKG Frañs Japan (KKGFJ) : un emvod gant ar c’helenner Hirose, skolveuriad, arbennigour war an hidrogen, ha goude-se un emgav gant prezidant KKGFJ, Armel Cahierre, hag ar pennrener, Nicolas Bonnardel.
  • Kannati Frañs e Japan : un emvod gant kannaded kêr Yokosuka City diwar-benn ar Sibersurentez pa fell dezho lakaat staliañ ur pol gwellentez siber evit Japan en o c’hêr.
  • Koan er C’hannati gant renerien pe dileuridi ar strolloù Sanden Nissui (Cité Marine, Halieutis), Jetro (aozadur japanat evit ar c’henwerzh diavaez), Sumitomo Corp (Rodoù-dour war-neuñv), Fuji Oil (stroll Ito Chu)

Yaou 18 a viz Gouere 2019 Tokyo

  • Canon Inc. (Canon e Liverieg) : un emgav gant ar besprezidant seveniñ hag e skipailhoù
  • Nedo (a zo tamm-pe-damm evel Ajañs an endro ha mestroniañ an energiezh e Frañs) : un emvod war sujed an energiezh gant an Dr. Akira Yabe, pennrener an unvez « Energy Systems and Hydrogen », Kentaro Morita, pennrener an unvez klask « Global Technology », an Dr. Hiroshi Kawakami hag an Dr. Naoto Yamashita, klaskerien en unvez « Energy Systems and Hydrogen », Nobuhiko Shirasawa, eilrener e rann an aferioù etrebroadel, ha Fumi Yamada, klaskerez en unvez « Global Technology ».

Gwener 19 a viz Gouere 2019

  • Nissui (Nippon Suisan Kaisha) – Cité Marine e Kervignag hag e Loudieg, Halieutis en Oriant : kendiviz gant Akiyo Matono, Prezidant & CEO, Shingo Hamada, senior managing executive officer, ha Shigeru Kokaze, kuzulier ar prezidant.
  • Un emgav gant kazetennerien ha goude-se mont d’an aerborzh.

 

16 embregerezh japanat e Breizh

Hiziv an deiz ez eus 16 embregerezh japanat hag a zo staliet e Breizh, en o zouez emañ ar strolloù etrebroadel Canon, Sanden, Nippon Suisan Kaisha Ltd (Nissui-Cité marine), Mitsubishi Electric


Tags : Économie

Publié le


Partagez ce contenu