Lañs gant an tiriadoù
Degas buhez adarre e kreiz ar bourkoù : al loreidi e 2019

Da-heul an eil galv da vont war ar renk a oa bet embannet evit degas nerzh adarre e kreiz ar bourkoù e Breizh ez eus bet dibabet 70 raktres nevez. Ar pal eo degas styartijenn adarre e kreiz ar bourkoù gant oberoù hag a sell ouzh al lojeiz, ar c’henwerzh hag ar servijoù. Kit da welet an 70 raktres a zo bet dibabet ar bloaz-mañ.

Kreiz-kêr Malastred
Kreiz-kêr Malastred Yannick Derennes - CRT

Graet e oa bet kemend-all evit ar wech kentañ e 2018, evel-se e oa bet sikouret 60 raktres evit degas nerzh adarre e kreiz ar bourkoù e Breizh, ha gant an eil galv da vont war ar renk ez eus bet dibabet 70 raktres hag a vo rannet 28M€ etrezo en holl. Rak lañset eo bet an taol-se gant Rannvro Breizh, ar Stad, Diazezadur publik ar Font ha Bank an Tiriadoù evit skoazellañ ar c’humunioù eus Breizh o dez poan o sachañ tud hag obererezhioù war o zu hag a fell dezho reiñ nerzh adarre d’o c’hreiz-kêr gant oberoù bras. Er bloaz-mañ ez eus bet dibabet raktresoù hag a gemere kement-mañ e kont : traoù nevezus, arnodiñ doareoù nevez, pe bezañ gouest da wareziñ an takadoù naturel pe gouestlet d’al labour-douar.

E-touez ar raktresoù-se ez eus 28 hag a zo c’hoazh gant mare ar studiadennoù (abalamour da dermeniñ ur strategiezh evit sachañ tud hag oberoù adarre en ur mod padus) hag evit an 42 all eo krog al labourioù a zo da vezañ kaset da benn en ur ober 4 bloaz, gant ul lodenn hag a sell ouzh al lec’hioù (portezañ ar font, labourioù, tres ar savadurioù ha hini ar gêr) hag ul lodenn hag a sell ouzh ren ar cheñchamant (buhezañ, kendivizoù, brudañ ar gumun, klask kevelerien publik ha prevez).

 

>>> Gwelet roll an 70 raktres

 

Teir skouer eus kêrioù hag a zo bet adkempennet o c’hreiz :

 

E Tresigne, ar « Mix Café » da sikour adskoulmañ liammoù etre an dud



Degas buhez e Pontekroaz adarre en-dro da servijoù publik ha prevez


Pondi a zegas buhez adarre en he c’hreiz-kêr

 


Tags : Territoire

Publié le


Partagez ce contenu