Keleier keodedel
Karr Breizh : ar Rannvro o vont davet merc’hed ha paotred Breizh

Mont davet ar geodedourien abalamour da zisplegañ dezho petra eo kefridioù ar Rannvro ha peseurt servijoù hag alioù a c’hall-hi degas dezho : sed aze ar soñj a zo deuet gant ar C’huzul-rannvro a ginnig pevar emgav er pevar departamant a ya d’ober ar rannvro, etre ar 26 a viz Mezheven hag ar 6 a viz Gouere.

Visuel Karr Breizh
Dont a ra ar Rannvro davedoc’h !

Piv, e-touez merc’hed ha paotred Breizh, a oar petra eo kefridioù ar Rannvro e gwirionez ? Evit sklaeraat an traoù war ar poent-se, dres, ha lakaat an dud d’anaout gwelloc’h ar pezh a vez graet ganti eo krog ar Rannvro d’ober he zro Breizh da vont davet hec’h annezidi. Aozet eo an taol dibar-mañ da-geñver ar c’hemm er velestradurezh a fell dezhi arnodiñ doareoù nevez abalamour da respont diouzh ar gwellañ bepred da ezhommoù an dud, ha da lakaat anaout gwelloc’h ar skoazelloù hag ar servijoù a vez degaset ganti.

4 deiz, 4 lec’h


Mont a ray ur skipailh eus ar Rannvro, ennañ tud eus pep renerezh (Treuzdougen, Stummañ micherel, Kempenn an tiriad, Endro...) d’en em staliañ war plasennoù ar peder c’hêr :

Merc’her 26 a viz Mezheven e Lannarstêr
eus 9e da 4e30 g.m. - Reper Jean-Claude Perron

Gwener 28 a viz Mezheven e Sant-Kast-ar-Gwildoù
eus 9e da 4e00 g.m. - Skwar Pellon

Merc’her 3 a viz Gouere e Lanniliz
eus 9e da 4e30 g.m. - kreizenn Augustin Morvan (straed Sant-Yann-Vadezour ar Sal)

Sadorn 6 a viz Gouere e Redon
eus 9e da 2e00 g.m - plasenn Breizh.

Emgavioù, d’ober petra ?


E-kerzh an devezhioù emgavioù-se e vo karget skipailhoù ar Rannvro d’ober meur a dra :

  • Brudañ oberoù ar Rannvro o tisplegañ he roll e buhez pemdez an dud e Breizh hag he c’henlabour gant ar strollegezhioù hag ar gevelerien all,

  • Respont d’ar goulennoù diwar-benn ar Rannvro dre vras hag he folitikerezhioù,

  • Respont d’ar goulennoù a c’hall hemañ-henn sevel evit a sell ouzh e ezhommoù dezhañ e-unan ha degas alioù hag a glot gant an ezhommoù personel-se :
    - Emaon e-sell d’ober gant an THR evit mont eus ar gêr da’m labour, daoust ha prizioù a-ratozh a vez kinniget gant ar Rannvro d’an dud koumanantet ?
    - Penaos ober evit lakaat ma bugel da brofitañ eus an treuzdougen d’ar skol ?
    - Emaon o klask labour ha fellout a ra din bezañ stummet, penaos e c’hall ar Rannvro skoazellañ ac’hanon ?
    - Emaon e-sell da grouiñ ma embregerezh, daoust hag-eñ ez eus stignadoù gant ar Rannvro evit sikour ma raktres ?...

Amprouit hoc’h anaoudegezh eus ar Rannvro !


Publié le


Partagez ce contenu