Stummerezh
Ar Rannvro a sikour merc’hed ha paotred Breizh da gavout labour !

Fellout a ra da Rannvro Breizh aesaat d’an holl dud e Breizh a zo o klask labour prientiñ o amzer-da-zont diouzh ar gwellañ, ha pa vefe evit kavout ur vicher, cheñch micher, en em wellaat pe en em varrekaat, gant kinnigoù nevez war dachenn ar stummañ : QUALIF & PREPA.


AdobeStock

Karget eo Rannvro Breizh eus ar stummañ micherel a-hed ar vuhez, rak-se e vez kinniget hag arc’hantet ganti un toullad hentadoù stummañ da aesaat d’an dud kavout pe adkavout labour. Graet eo ar c’hinnig nevez diouzh ezhommoù pep hini, kavet e vez e pep lec’h e Breizh ha daou seurt stummadurioù a ya d’ober anezhañ : PRÉPA ha QUALIF.

Gant ar stummadurioù PRÉPA e c’hall ar stajidi ober anaoudegezh gant ar micherioù, sevel ur raktres micherel pe akuizitañ barregezhioù diazez evit kavout labour. Tri hentad a vez kinniget : PRÉPA Avenir, PRÉPA Projet ha PRÉPA Clés. War-lerc’h o hentad e PRÉPA e c’hall ar stajidi lakaat o anv en ur stummadur (gant ur skoazell war-zu ar barrekaat graet diouzh ezhommoù pep hini) pe kavout ul labour diouzhtu.

Gant ar stummadurioù QUALIF e c’haller en em varrekaat pe deskiñ ur vicher, dreist-holl er filierennoù ma vezer o klask tud e Breizh. Aze ivez e kinniger tri hentad : QUALIF Emploi, QUALIF Sanitaire & Social ha QUALIF VAE.

Ouzhpenn ar pezh a vez kemeret e karg evit ar stummadur e kinnig ar Rannvro ur skoazell arc’hant, d’an holl stajidi da c’hallout kas o hentad da benn diouzh ar gwellañ. Roet e vez ar skoazell-se diouzh ar c’horvoder. Graet eo evit gallout paeañ ar frejoù liammet ouzh ar stummadur, gant ur sammad digemm evit ar pezh a sell ouzh  mont-dont, lojañ ha debriñ.

Gouzout hiroc’h war an hentadoù dre skeudennoù

Gwelet an aozadurioù stummañ e Breizh

Visite G. Bréard Agora Lorient 1
Georgette Bréard  o kejañ gant stajidi en Oriant

Sinet e oa bet an Emglev rannvro evit postañ er barregezhioù d’an 8 a viz Ebrel gant Prezidant ar Rannvro, Loïg Chesnais-Girard, ha Ministrez al labour, Muriel Pénicaud, ha krog eur da lakaat anezhañ da dalvezout. Da-geñver an emglev-se emañ Georgette Bréard, Besprezidantez ar C’huzul-rannvro karget eus ar stummañ, oc’h ober tro Breizh evit kejañ gant ar stajidi hag an aozadurioù stummañ a ra war-dro PRÉPA abaoe miz Genver.

  • Yaou 25 a viz Ebrel : emgav gant ar stajidi e PRÉPA Projet en Oriant (Agora)
  • Meurzh 30 a viz Ebrel : emgav gant ar stajidi e PRÉPA Clés FLE (galleg yezh estren) e Roazhon (CLPS)
  • Meurzh 7 a viz Mae : emgav gant ar stajidi e PRÉPA Avenir e Sant-Brieg (CLPS)
  • Meurzh 7 a viz Mae : emgav gant ar stajidi e PRÉPA Avenir (16-25 bloaz) e Brest (Initiatives Formation)

 

 

Publié le


Partagez ce contenu