Endro
Kartennoù evit ar vevliesseurted

Abaoe 2018 emañ ar mirva louzawouriezh o sevel kartennoù war ar seurtoù plant pennañ e Rannvro Breizh. A-benn 2020 e vo lakaet e kerz an dud a labour e Breizh war dachenn terkerezh an tiriad abalamour da sikour anezho da anaout ar pezh a zo en dalc’h evit ar vevliesseurted kinniget diouzh ur skeul boutin d’an holl.

A-benn 2020 e vo kavet kartennoù war ar seurtoù plant pennañ e Breizh © Rannvro Breizh
A-benn 2020 e vo kavet kartennoù war ar seurtoù plant pennañ e Breizh Rannvro Breizh

Ur gwir binvidigezh eo ar plant evit hor bro. Evit mirout anezho eo krog ar mirva louzawouriezh da sevel kartennoù ar plant e Breizh. Dont a ra al labour-mañ da-heul ar Gevrat Natur 2013-2017 diwar-benn an doareoù da renabliñ ha da gartenniñ ar plant a oa bet arnodet e Park natur rannvroel Arvorig.

Ur benveg ret e vo evit sevel politikerezhioù steuñv ha programmoù terkañ hag a yay diouzh an dalc’hoù a sell ouzh ar vevliesseurted hiziv an deiz. Gantañ e c’hallimp gwellaat an doare da vera؜ñ an takadoù gwarezet, da skouer, ha da sellet a-dost ouzh emdroadur ar meteier naturel. Gant ar c’hartennoù-se e vo kinniget ur sell hollek war an afer d’an holl obererien e Breizh, koulz ar strollegezhioù, an ensavadurioù publik, an dud a vez o verañ an takadoù naturel hag ar skolioù-meur. Betek-henn e oa strewet an titouroù, pe ne sellent nemet ouzh takadoù resis, ne oa ket eus teulioù unvan.

« Gant ar benveg-mañ e vo savet ganeomp diazezoù Ajañs ar vevliesseurted e Breizh emaomp o vont da grouiñ, a lavar Thierry Burlot, besprezidant ar C’huzul-rannvro karget eus an endro, ur wech ouzhpenn e vo hor rannvro er penn a-raok war an dachenn-se rak amañ ivez emañ ar vevliesseurted o vont da goll en ur mod drastus ».

Lakaet e vo ar c’hartennoù enlinenn a-benn trimiziad kentañ 2019 evit Penn-ar-Bed, a zo bet kartennet penn-da-benn dija, en eil trimiziad evit Il-ha-Gwilen, en diskar-amzer evit Aodoù-an-Arvor hag a-benn 2020 evit ar Mor-Bihan.

Ar sifroù

  • 160 000 ha kemeret e kont gant kartennoù ar seurtoù plant pennañ
  • 660 ha kemeret e kont gant kartenn ar strolladoù plant hag ar rummadoù plant
  • 688 savad
  • 224 a genstrolloù struzh* renablet e Park natur rannvroel Arvorig
  • 23 seurt douaroù renablet ha deskrivet gant fichennoù
  • 377 a zaveennoù renablet e levrioù

*strolladoù plant hag a vev er memes meteier (Dour mor, Taouarc’hegi, Takadoù gleb...)

 

Mirout ar glad naturel

Deuet ez eus ur vevliesseurted hep he far betek ennomp, e Breizh. Kaset e vez ur politikerezh youlek da benn gant ar Rannvro evit gwareziñ loened ha plant Breizh, e takadoù hag a vez gwarezet ha digor d’an dud war ar memes tro. Skoazellañ a ra ar parkoù natur rannvroel da seveniñ o oberoù diorren padus : gant Park natur rannvroel Arvorig e Penn-ar-Bed eo bet arnodet ar c’hartenniñ, da skouer, hag ivez gant park natur rannvroel ar Mor Bihan ha park natur rannvroel Renk-Aod an Emrodez.