Politikerezh yezh ar Rannvro
Enklask sokioyezhoniel : piv a gomz yezhoù Breizh hiziv an deiz ?

Pet den a gomz brezhoneg pe gallaoueg, penaos e vez desket ar yezhoù-se ganto, petra emaint o c’hortoz… : it da welet disoc’hoù kentañ an enklask goulennet gant ar Rannvro digant an aozadur TMO Rannvroioù abalamour da spisaat he folitikerezh evit yezhoù.

enseignant en classe tenant un livre d'enfant en breton
Franck Betermin

Etre ar 7 a viz Mezheven hag an 3 a viz Gouere diwezhañ e oa bet aterset, dre bellgomz, ouzhpenn 8 000 a dud adalek 15 vloaz hag a zo o chom e pemp departamant Breizh istorel (Penn-ar-Bed, Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor, Il-ha-Gwilen ha Liger-Atlantel) : biskoazh ne oa bet kaset un enklask ken ledan-se da benn diwar ar brezhoneg hag ar gallaoueg war ar memes tro.
Petra eo dregantadoù ar vrezhonegerien e Breizh istorel ? E peseurt takadoù eus Breizh e vezont kavet ? Penaos e vez desket yezhoù Breizh gant an dud diouzh o oad ? Sed aze darn eus ar goulennoù a vez degaset respontoù dezho gant an enklask-se a veze gortozet pell zo : gantañ ez eus gallet muzuliañ pegement a dud a vez o komz brezhoneg, hag en tu all da se ivez pegen barrek int war ar yezh, penaos ha pegen alies e vez implijet ganto war ar pemdez ha petra emaint o c’hortoz.
E 2004 e oa Kuzul-rannvro Breizh ar strollegezh kentañ o luskañ ur politikerezh yezh evit reiñ lañs da yezhoù Breizh en-dro ha broudañ an dud d’ober ganto, ha hiziv an deiz e fell da Rannvro Breizh kreñvaat hec’h oberoù c’hoazh evit diorren yezhoù Breizh. Diazezet e vo an oberoù-se war an enklask sokioyezhoniel don a zo bet fiziet en aozadur TMO Rannvroioù evit termeniñ ur politikerezh yezh nevez (sellet izeloc’h).

Ar sifroù kentañ

Ouzhpenn 200 000 a gomzerien bepred

Ar brezhoneg : war-dro 213 000 a gomzerien

  • 5,5% eus ar boblañs a gomz brezhoneg, da lavaret eo war-dro 213 000 a dud e 5 departamant Breizh istorel.
    70 vloaz eo oad keitat ar vrezhonegerien : 7 vloaz hanter koshoc’h eget en enklask sevenet e 2007.
  • 3,5% eus ar boblañs a embann e komprenont brezhoneg mat-tre pe mat a-walc’h anez komz.
  • 31% a anavez un toullad gerioù pe lavarennoù.
  • En holl, 40% eus an dud o deus un tamm anaoudegezh eus ar brezhoneg.

Ar gallaoueg : 196 000 a gomzerien

  • 5% eus ar boblañs a gomz gallaoueg, da lavaret eo war-dro 196 000 a dud.
  • 4% eus an dud a embann e komprenont gallaoueg mat-tre pe mat a-walc’h anez komz.
  • 15% a anavez un toullad gerioù pe lavarennoù.
  • En holl, 24% eus an dud o deus un tamm anaoudegezh eus ar gallaoueg.

27% eus an dud o dez tro da glevet komz brezhoneg pe gallaoueg ur wech ar miz d’an nebeutañ

Ne vez ket desket an div yezh er memes doare

  • Evit ar brezhoneg : kadarnaat a ra an enklask ez eo pouezus-kenañ ar c’helenn evit stummañ re yaouank :
    90% eus ar re a zo etre 15 ha 24 bloaz ha 53% eus a re a zo etre 25 ha 39 bloaz o deus desket brezhoneg er skol
    n’eus nemet 7%, pe nebeutoc’h, evit ar remziadoù koshoc’h
  • Evit ar gallaoueg : desket e vez dreist-holl gant an diagentidi, forzh pe oad e ve an den a c’houlenner outañ.

Ur c’hoant da zeskiñ ar yezhoù, stank e-touez ar re yaouank

Gant an enklask e weler emañ an dud o c’hortoz ur bern traoù :

  • 73% eus an dud aterset a c’houlenn ma vefe kresket kelenn ar brezhoneg er skolioù,
    55% a c’houlenn muioc’h a abadennoù brezhonek er skingomz hag er skinwel
  • 32% a gav e vefe mat kreskiñ kelenn ar gallaoueg er skolioù,
    30% zo evit reiñ muioc’h a blas d’ar gallaoueg er mediaoù.
  • 33% eus an dud aterset o deus c’hoant e vefe gouezet brezhoneg gant o bugale ha muioc’h a dud c’hoazh (43%) e-touez ar re a zo etre 15 ha 24 bloaz, ar pezh a zo ur sin vat evit an amzer-da-zont.
  • 10% a blijfe dezho e vefe gouezet gallaoueg gant o bugale.

Ur politikerezh nevez evit yezhoù Breizh

E 2004 e oa Kuzul-rannvro Breizh ar strollegezh kentañ o luskañ ur politikerezh yezh, a oa bet solutaet e miz Meurzh 2012 : rak da-heul anaoudegezh ofisiel ar brezhoneg hag ar gallaoueg evel yezhoù Breizh gant ar Rannvro ez eus roet lañs d’ur steuñv youlek evit lakaat treuzkas ha diorren anezho. Diwar stad nevez an traoù, lakaet war wel gant an enklask sevenet gant an aozadur TMO Rannvroioù diwar-benn implij ar brezhoneg hag ar gallaoueg hiziv an deiz e Breizh, hag ivez diwar an erbedadennoù a zeuy da-heul se a-berzh ar C’huzul Sevenadurel, e vo maget prederioù ar Rannvro war ar sujed-se. Ac’hann da fin ar bloaz e vo termenet ganti war beseurt tu dre vras e vo heñchet ar politikerezh yezh nevez a vo kendivizet diwar e benn ha votet warnañ da-geñver dalc’h an 13 ha 14 a viz Kerzu 2018 : ur bazenn nevez evit diorren yezhoù Breizh war an holl dachennoù. « Goude bezañ strivet e-pad 14 vloaz eo dav deomp delc’her gant hon obererezh, gant ar soñj, atav, lakaat niver ar gomzerien da greskiñ, a soñj prezidant ar Rannvro, Loïg Chesnais-Girard. Er bloavezhioù a zeu e rankimp prederiañ muioc’h c’hoazh war an amzer-da-zont, lakaat hon ijin da labourat muioc’h evit solutaat ar pezh a zo, digeriñ hentoù nevez, skoazellañ an oberoù nevezus. »

Publié le


Partagez ce contenu