Budjed 2019
Gant budjed 2019, a sav da 1 550 milion a euroioù, e tiskouez ar Rannvro penaos e fell dezhi kas he c’hefridioù meur da benn en un doare uhelek : ekonomiezh, treuzdougen, stummañ, kempenn an tiriad… Delc’her a ra ar bloaz-mañ da bostañ arc’hant ha fellout a ra dezhi lakaat hec’h holl bolitikerezhioù da glotañ gant BreizhCOP evit lakaat Breizh da vont war-zu an treuzkemm ekologel.
Ar budjed evit pep kefridi
Gant budjed 2019, ar pevare er respetad-mañ, e weler splann adarre youl ha dalc’husted ar Rannvro en hec’h oberoù. Strizh eo an traoù a-fet budjed er mareoù-mañ, daoust da se e talc’h ar Rannvro gant he strategiezh postañ youlek e servij an tiriadoù, gant ar soñj dalc’hmat degas ur servij publik efedusoc’h hag a glot gwelloc’h gant ezhommoù an dud e Breizh. Sevel a ra ar budjed-mañ da 1 550 milion a euroioù, ar pezh a zo ur c’hesk e-keñver 2018.
Gwelet a reer gantañ e fell d’ar Rannvro ober he mad eus an treuzkemmoù (ekonomikel, niverel, ekologel…) gant BreizhCOP evit ur raktres tiriad nevez : ober gant doareoù ekonomikel nevez hag a zalc’h kont eus dalc’hoù an diorren padus ha sikour al labour-douar da emdreiñ ; ijinañ kenskoazelloù nevez etre ar c’hornioù-bro...
Lakaat ur rakprogramm postañ ouzhpenn 2 900 milion a euroioù war meur a vloaz, evit 2016-2021, evel-se e c’hall ar Rannvro ober ar pezh he doa gouestlet ober : aesaat ar monedone e Breizh ha degas efedoù an tizh bras e pep lec’h enni, hag ivez kas ar steuñv "Breizh Kas Uhel-kenañ" da benn e pep lec’h e Breizh, kempenn porzh Brest abalamour da zegemer ar filierenn energiezhioù mor, sikour ar politikerezhioù tiriadel pe lakaat arc’hant evit nevesaat an holl liseoù.
Ar 6 kefridi stag ouzh budjed 2019
Buget kentañ 2019
Budjed kentañ 2019 en e bezh
Pellgargañ an danevell
Kefridi 2 : evit un ekonomiezh nerzh ganti e servij filierennoù kreñv hag a zegas labour en un doare padus
Pellgargañ an danevell
Kefridi 3 : evit stummañ e doare ma c’hallo pep hini sevel e hentad dezhañ war-zu ar barrekaat hag al labour
Pellgargañ an danevell
Kefridi 4 : evit Breizh ar fiñvusted a bep seurt
Pellgargañ an danevell
Kefridi 5 : evit ur rannvro hag a ya war-zu ar c’hemm ekologel da vat
Pellgargañ an danevell
Kefridi 6 : evit brud vat Breizh, enni ur sevenadur birvilh gantañ
Pellgargañ an danevell
Font merañ ar c’hredadoù europat
Pellgargañ an teul
Dispignoù all
Pellgargañ an teul
Ar pep pennañ
Budjed 2019 dre vras
Ar gounidoù
An delladurezh treuzkaset gant ar Stad a ya d’ober bremañ 58% eus ar gounidoù, peogwir e vez roet, abaoe 2018, ul lodenn eus an TGO d’ar Rannvroioù evit digoll anezho eus an debarzhadur hollek mont en-dro a zo bet lamet.
An delladurezh gant galloud war ar feur ned a d’ober nemet 10% eus gounidoù ar Rannvro.
Lodenn kredadoù ar Stad en holl ned a mui d’ober nemet 7% eus ar gounidoù e 2019 pa’z ae d’ober 24% e 2016.