Treuzdougen rannvroel
BreizhGo, ar rouedad treuzdougen publik breizhat 100% lañset ent ofisiel

E gar-vor an Oriant eo e oa bet lañset BreizhGo en un doare ofisiel, d’an 20 a viz Gwengolo. Loïg Chesnais-Girard, prezidant Rannvro Breizh, ha Gérard Lahellec, besprezidant evit an treuzdougen hag ar fiñvusted, o doa bodet an obererien war dachenn an treuzdougen a vez lakaet da labourat gant ar Rannvro, evit kinnig ar pezh a fell dezho ober evit ar rouedad treuzdougen publik-se, breizhat 100%.


Loys Leclercq

Karget eo ar Rannvro, abaoe 2017, eus an doareoù treuzdougen a gaver e Breizh, diwar vremañ eo ganti e vez meret an THR, al linennoù-hent rannvroel, al linennoù kirri-boutin etre ar c’hêrioù, an treuzdougen d’ar skol (e-maez ar c’hêrioù) hag al linennoù war-zu an inizi. Ur gefridi hag a sell ouzh buhez pemdez an holl Vretoned.

Ar pal : ur rouedad unvanaet e 2020

A-benn 2020 e fell d’ar Rannvro unvanaat ar rouedad rannvroel a gaver enni trenioù, kirri-boutin ha bigi, abalamour da Vreizh da gaout ur rouedad treuzdougen liesvod efedus hag a zedenn an dud, e servij an implijerien hag evit sikour kempenn ar vro. Hiziv an deiz ez eus 17 bag, livioù BreizhGo ganto, hag a ra war-dro an treuzdougen war-zu an inizi. Tamm-ha-tamm, ac’hann da 2020, e vo ken gwir all evit 100% eus ar 500 kar-boutin hag eus ar 26 tren THR Regio2N. En tu all d’an anv lakaet war wel e fell d’ar Rannvro krouiñ ur gwir ginnig klok, unvanaet ha liesvod, d’an implijerien da dremen aes eus an eil doare treuzdougen d’egile.

It da veajiñ war ar rouedad a-bezh adalek 1€ !

D’ar sadorn 29 a viz Gwengolo e vo pedet paotred ha merc’hed Breizh d’ober anaoudegezh gant BreizhGo ha da brofitañ eus ar rouedad evit ur priz dreistordinal :

  • 5€ evit ur veaj gant an tren, forzh pe hini e vefe, gant ar rouedad BreizhGo (bilhedoù e-barzh www.ter.sncf.com/bretagne pe www.oui.sncf)
  • 1€ evit ur veaj gant ur c’harr-boutin BreizhGo, forzh pe hini (bilhedoù da brenañ er c’hirri-boutin)
  • Distaolioù war briz ar beajoù war ar bigi BreizhGo e-pad an dibenn-sizhun : 23€ mont-dont war-zu inizi Penn-ar-Bed, 28€ mont-dont war-zu inizi ar Mor-Bihan (war-bouez an Arzh), 9€ mont-dont war-zu an Arzh hag 8.80€ mont-dont war-zu Enez-Vriad.

Dont a ra ar c’hinnigoù-se ouzhpenn ar pezh a vez graet dija evit a sell ouzh ar prizioù evel, lakaomp, ar fed m’eo digoust evit ar vugale dindan 12 vloaz, gant ma ve un den bras ganto, war al linennoù THR BreizhGo.

Ar rouedad BreizhGo dre ar sifroù

  • 380 tren hag a chom a-sav e 126 lec’h, garioù pe arsavioù anezho
  • 112 000 a skolidi kaset adalek pe war-zu 22 000 a arsavioù
  • Ouzhpenn 120 treug dre vag evit mont war-zu 9 enezenn
  • Ouzhpenn 2 000 hentad kirri-boutin etre ar c’hêrioù
  • Perc’henn eo ar Rannvro war 4 gar kirri-boutin (Roazhon, Sant-Brieg, Kemper ha Gwened) ha 13 gar-vor.

Tags : Transport

Publié le


Partagez ce contenu