Darvoud
Skeudennoù eus 10vet Gouel Breizh e 2018 !

Berzh bras en doa graet Gouel Breizh evit e 10vet bloaz ! Savet e oa bet 10vet gouel al liesseurted sevenadurel en-dro da 330 abadenn, etre an 18 hag ar 27 a viz Mae, hag a oa bet bodet enno meur a gant mil den e Breizh a-bezh hag ivez e meur a lec’h e Frañs hag er bed !

Musciens et foule lors de la Fête de la Bretagne 2018 à Cancale
La Fête de la Bretagne à Cancale Jean-Louis Aubert

Berzh en deus graet dekvet Gouel Breizh gant sikour ouzhpenn 7000 a dud a-youl vat ha 180 a aozerien (70 anezho hag a oa o kemer perzh er programm evit ar wech kentañ er bloaz-mañ) ! En holl ez eus bet meur a gant mil den o tont da zañsal, da ganañ, da gomz ha da gas anezhi asambles. Tost da 330 abadenn a oa kinniget d’an dud : festoù-noz, arvestoù, sonadegoù, baleadennoù, un tamm e pep lec’h e Breizh hag ivez e lec’h all e Frañs (e Pariz, lakaomp) ha dre ar bed (New York, Dinedin, Shanghai, Dulenn...). Ur mell Gouel Breizh !

E-barzh Twitter @fetedelabretagne/gouelbreizh : #fetedelaBretagne2018 #gouelbreizh2018 #fetebretagne2018

Festoù a bep seurt e Morlenn Brest from Rannvro Breizh on Vimeo.

 

Kenstrivadeg luc’hskeudennoù #yatoujoursunbretonqui !

Gant deiz-ha-bloaz Gouel Breizh e oa an digarez a-feson da lakaat brudañ muioc’h an doare ma welit Breizh e-barzh ar rouedadoù sokial : diwar ar soñj-se eo bet krouet ar pezh konkour luc’hskeudennoù "atav e vez ur Breizhad o...", aozet gant Rannvro Breizh. Pep hini a oa gouest d’embann war Facebook, diwar ar bajenn @fetedelabretagne/gouelbreizh, ul luc’hskeudenn da lakaat perzhioù dibar Breizh war wel en-dro d’an tem #yatoujoursunbretonqui #yatoujoursunebretonnequi. Fentus, digustum, kaer... : da bep hini e skeudenn gant ma vo hashtaget. #yatoujoursunbretonqui. Hepdale e vo gouezet piv eo an tri den a a yelo ar maout ganto !


#yatoujoursunbretonqui
#yatoujoursunebretonnequi

Hepdale e vo lakaet enlinenn anvioù ar re o deus gounezet


Gouel al liesseurted sevenadurel

Krouet e oa bet Gouel Breizh e 2009 abalamour ma felle d’ar Rannvro kevreañ ha bodañ kement a yae d’ober ar sevenadur liesseurt e Breizh en-dro d’an 19 a viz Mae (da zeiz Gouel Erwan, sant paeron an alvokaded hag ar Vretoned), dezhañ da vezañ muioc’h war wel. Ha se an hini eo Gouel Breizh, dres : Bretoned ha tud tomm ouzh Breizh oc’h en em gavout e pep lec’h evit dañsal, kanañ, kas anezhi ha lakaat anaout o sevenadur hag o ferzhioù dibar gant ar muiañ a dud. En tu all d’ar festoù e klasker degas c’hoant d’an dud d’anaout gwelloc’h Breizh da vat !


Le Carnaval de Cancale, Ille et Vilaine, une déambulation festive toujours haute en couleurs @ Jean-Louis Aubert
Carnaval de Cancale @ Jean-Louis Aubert
Carnaval de Cancale @ Jean-Louis Aubert
Carnaval de Cancale @ Jean-Louis Aubert
Carnaval de Cancale @ Jean-Louis Aubert
Le Festival «Les ptits lézards» de Saint-Senoux, Ille-et-Vilaine, à vivre en famille @ Charles Crié
Le Festival «Les ptits lézards» de Saint-Senoux @ Charles Crié
Le Festival «Les ptits lézards» de Saint-Senoux @ Charles Crié
Le Festival «Les ptits lézards» de Saint-Senoux @ Charles Crié
Le Festival «Les ptits lézards» de Saint-Senoux @ Rozenn Turni
«Beauport en voix» : musique à l'abbaye de Beauport, Côtes d'Armor @ Philippe Erard
«Beauport en voix» @ Philippe Erard
«Beauport en voix» @ Philippe Erard
«Beauport en voix» @ Philippe Erard
«Beauport en voix» @ Philippe Erard
Au Festival «Si La mer monte...», on se penche sur le climat - Ile Tudy, Finistère @ L'Oeil de Paco
Festival «Si La mer monte...», Ile Tudy @ L'Oeil de Paco
Festival «Si La mer monte...», Ile Tudy @ L'Oeil de Paco
Festival «Si La mer monte...», Ile Tudy @ L'Oeil de Paco
Festival «Si La mer monte...», Ile Tudy @ L'Oeil de Paco

Festival « Si La mer monte...» à Loctudy, Carnaval de Cancale, Festival « Les Ptits Lézards » à Saint-Senoux, « Beauxport en voix » à l'abbaye de Beauport... : l'édition 2018 a fait le plein d'événements aux quatre coins de la Bretagne.


Publié le


Partagez ce contenu