Darvoud
Piv eo loreidi Trofeoù an diorren padus e 2018 ?

Gwelit peseurt oberoù a zo bet loreet ar bloaz-mañ gant Trofeoù Breizh an diorren padus evit 2018 e pevar rummad ar genstrivadeg – kevredigezhioù, obererien bublik, embregerezhioù, skolioù – ha souezhenn ar juri.

Affiche des Trophées bretons du développement durable 2018

Krouet e oa bet Trofeoù Breizh an diorren padus e 2005 evit lakaat war wel an oberoù nevezus kaset da benn e Breizh war dachenn an diorren padus. Ret eo d’an oberoù lakaet war ar renk bezañ war hir dermen ha kemer pevar zra diazez e kont : ekonomiezh, sokial, endro ha demokratelezh. Evit Trofeoù 2018 ez eus bet loreet oberoù e pevar rummad (kevredigezhioù, obererien bublik, embregerezhioù, skolioù) ha roet en deus ar juri priz e souezhenn evit an holl rummadoù mesk-ha-mesk.

Al loreidi e 2018

Rummad obererien bublik : An Draouerezh, Lannuon-Treger Kumuniezh (22)
En Draouerezh e kaver ul lastezerezh mod nevez, un adaozerezh, un atalier kenemprañ, ur savenn evit sec’hañ-stokañ koad girzhier da bourvezañ tommerezhioù ar gumuniezh, staliet e batisoù o energiezh pozitivel savet diouzh un doare padus hag e danvezioù padus.

TBDD_Objèterie_Lannion Trégor Communauté from Agence Hippocampe HippoTv on Vimeo.

Rummad embregerezhioù : Algo Paint e Roazhon (35)
Produiñ a ra Algo Paint livajoù diwar un danvez biologel, ar bezhin, ha ne daolont ket nemeur a gompozadoù organek aezhidik. Krog eo ar stal-mañ d’ober he zreuz e bed an neveziñ.
Ouzhpenn evit ar produioù o-unan e vez taolet pled ouzh orin an danvezioù rak ober a ra ar stal gant pakadurioù adaozet hag a c’haller adaozañ goude. Labourat a ra Algo asambles gant un ESAT (diazezadur sokial skoazell dre al labour) eus ar c’hornad evit ul lodenn eus e broduioù.

TBDD_Algo Paint from Région Bretagne on Vimeo.

Rummad kelenn : Skolaj Belmaner e Ploermael (56)
Kinniget en deus ar skolaj Belmaner meur a obererezh, goude na vefe ket gwelet bep taol ar raktres en e bezh, padal ez a en tu all d’an obererezh brasañ a zo bet kinniget ha loreet gant an Trofeoù : « n’eo ket diaes adaozañ ».
Plijet eo an oberoù lies d’ar juri (adaozañ paper, pneuioù, dafar, paletennoù, kafe...), ar fed int diazezet mat en o c’horn-bro hag e labouront asambles gant obererien a bep seurt (ESAT ar Prad e Gwened, a gemer ar bara kozh d’ober bleud evit magañ loened, La Feuille d'Erable...), youl ar skolidi evit broudañ ar gelennerien d’ober gant doareoù a-skiant vat (adaozañ, pas prenañ forzh peseurt kafe), ar fed ma vez lakaet skolidi ar SEGPA e-barzh ar jeu (ar skolidi-se oe dez diaezamantoù bras ha padus er skol), pa vezont o ren meur a obererezh evel tud hag oar e-keñver ar skolidi all.

TBDD_CollègeBeaumanoir from Agence Hippocampe HippoTv on Vimeo.

Rummad kevredigezhioù : Les Champs Gourmands e Dinan (Lehon a-raok) (22)
Ur rouedad verr evit boued bio eo ; setu he ferzhioù pennañ :

  • emañ war dachenn ar predoù e-maez ar gêr, ar pretierezh stroll dreist-holl, ha labourat a ra gant an obererien a zo war an dachenn-se er c’hornad (kemeret e vez istor ar vro e kont, kaset e vez an traoù a-stroll)
  • sikouret e vez an dud da gavout o flas e bed al labour
  • un dachenn arnodiñ labour-douar (evel un atalier da c’hortoz pe ur c’horerez). En dachenn arnodiñ-se e c’hall an dud a zo e-sell d’en em staliañ war ur feurm gwelet penaos ez a  an traoù en-dro a-raok kregiñ da vat.

 

TBDD_Les champs gourmands from Agence Hippocampe HippoTv on Vimeo.

Aet eo ar priz « souezhenn ar juri » gant : al leti Ara e Landerne (29)

Roet eo bet an ekolabel europat d’al leti Ara Hôtel e 2018. Strishoc’h c’hoazh eo an doare ma vez divizet reiñ al label-se, abalamour da vrudañ oberoù hag a vez er penn a-raok a-fet endro atav, hag ar re-se hepken. Un embregerezh kempennet evit degemer tud nammet eo ha mont a ra ar re-se d’ober 80% eus an implijidi ennañ. Degemer a ra ivez nammidi e stummadur micherel evit deskiñ micherioù al letierezh. Digor eo al leti Ara d’ar pratikoù nammet anavezet gant "touristerezh ha namm". Dibab a ra an embregerezh-se prenañ he fourvezioù digant stalioù hag a gemer an diorren padus e kont : implijout nammidi, produioù bio, graet er vro, ekolabelaet... Ur SCIC (kevredad kevelouri a laz stroll) eo, evel-se e vez lakaet ar c’hopridi da vezañ muioc’h e-barzh ar jeu hag ivez da vezañ lodek en afer evit a sell ouzh ar renerezh hag ar strategiezh. Hag evit echuiñ, gwriziennet mat eo an embregerezh-se en e vro ha liammet ouzh lusk an Ekonomiezh Sokial ha Kengret (ESS). Kemer a ra perzh er frammoù da ziorren an ESS ha kinnig a ra distaolioù war ar prizioù d’ar c’hevredigezhioù, da skouer.

TBDD_AraHotel from Agence Hippocampe HippoTv on Vimeo.

Trofeoù aozet gant ar Rannvro, ar Stad hag an Ademe (ajañs an endro ha mestroniañ an energiezh).