Treuzdougen
Ouestgo, ar servij nes nevez evit kenweturañ er C’hornôg !

Lañset e oa bet ar savenn genweturañ nevez Ouestgo.fr. ent-ofisiel e Roazhon, d’ar Merc’her 23 a viz Mae. Graet eo ar benveg nevez-se evit un doare kenweturañ ha n’eo ket ken stank-se c’hoazh : kenweturañ bemdez, tost ouzh ar gêr hag en ur mod kengret.

Logo OuestGo

Krouet eo bet Ouestgo gant ar Stad, ar Rannvro, Departamant Penn-ar-Bed, meurgêrioù Brest, Roazhon, Naoned ha Kumuniezh tolpad-kêrioù bro Sant-Nazer hag an Aber, gant sikour an ADEME ha Mégalis Breizh, evit diorren ar c’henweturañ e Breizh en ur zelc’her kont deus ar pezh a sell ouzh kempenn an tiriad, an diorren padus hag ar genstagded sokial.
Gwelet o doa ar gevelerien e oa strewet ar c’hinnig a-fet kenweturañ nes e-barzh meur a lec’hienn betek-henn, rak-se o deus krouet Ouestgo a-stroll, asambles gant an Ademe ha gant sikour ar gevredigezh Ehop. Diwar vremañ ez a ar savenn-se en-dro ha ganti e c’hall an holl neuze aozañ o beajoù e Breizh. Pe e vefec’h o kenweturiñ ingal, evit un degouezh resis pe evit ar genskoazell, kavout a reot eno ar pezh a vank deoc’h, dres !

 

En emvod-se e oa :

  • Gérard Lahellec, Besprezidant Rannvro Breizh evit an treuzdougen hag ar fiñvusted,
  • Armelle Huruguen, Besprezidantez Departamant Penn-ar-Bed,
  • Emmanuel Couet, Prezidant Roazhon Meurgêr,
  • Johanna Rolland, Prezidantez Naoned Meurgêr,
  • Valérie Denis, Karget eus ar servij Treuzdougen/Parkañ/Fiñvusted padus e Brest Meurgêr,
  • Yann Dufour, Karget eus Renerezh ar Fiñvusted hag an Treuzdougen e Kumuniezh tolpad-kêrioù bro Sant-Nazer hag an Aber,
  • Thierry Alexandre, Eilrener DREAL Breizh,
  • Gilles Petitjean, Rener rannvroel ADEME Breizh,
  • Éric Berroche, Besprezidant Mégalis Breizh.