Dalc’h dreistordinal
An dalc’h diwar-benn Breizhcop berr-ha-berr

D’ar Yaou 19 a viz Ebrel e oa bet bodet dilennidi ar C’huzul-rannvro e Brest evit un dalc’h dreistordinal diwar-benn Breizh Cop. Setu a oa mare ar c’hendivizoù evit gwelet pelec’h eur en em gavet gant an afer-se a-berzh ar Rannvro ha pediñ ar c’heodedourezed hag ar geodedourien da gemer perzh e Breizh Cop abalamour da sevel ur raktres asambles evit an treuzkemm e Breizh en-dro da engouestloù boutin deomp-holl.


Région Bretagne

Lañset eo bet « Breizh Cop » diwar patrom Kuzuliadegoù ar berzhidi (COP) kaset en-dro gant Aozadur ar broadoù unanet (ONU), abalamour da sevel ur raktres treuzkemm hollek ha padus e Breizh hag a vo afer an darn vrasañ eus an dud ac’hann. E-kerzh dalc’h an 19 a viz Ebrel e oa bet goulennet digant ar guzulierien-rannvro kendivizout ha mouezhiañ war tri zeul evit sevel ur raktres treuzkemm a-stroll ha termeniñ ar pazennoù pennañ.

  • Un danevell war ar stad m’eo degouezhet an heñchadurioù kentañ a yay d’ober sichenn raktres an tiriad ;
  • Karta an talvoudoù hag ar soñjoù diazez a c’hall bezañ sinet gant kement keodedour a zo e Breizh ;
  • Deiziadur ar c’hendiviz.

Ar c’hendivizoù e video
Rentañ-kont an dalc’h diwar-benn Breizh Cop (da vezañ kendivizet diwar e benn)
An danevell war ar stad m’eur degouezhet ha karta an talvoudoù hag ar soñjoù diazez
Prezegenn ar Prezidant Loïg Chesnais-Girard evit digeriñ an dalc’h

 

Prezegenn ar Prezidant Loïg Chesnais-Girard evit digeriñ an dalc’h

Prezegenn ar Prezidant Loïg Chesnais-Girard evit digeriñ an dalc’h

 

Goulenn ali ar geodedourien

Ur c’houlz a bouez e oa ivez evit digeriñ Breizh COP d’ar c’heodedourezed ha d’ar geodedourien : pedet eo an holl e Breizh (obererien bublik ha re brevez, kevredigezhioù ha keodedourien) da gemer perzh en enklask a bado ur bloaz, ma vo goulennet o ali digant an dud, ha diwar se e vo savet

  • Un teul heñchadurioù diazezet war soñjoù nevez ha darbennoù fetis ;
  • Ur c’haierad engouestloù, da bep hini da c’hallout kemer perzh el lusk-se en un doare youlek

Kemerit perzh en enklask e-barzh ar savenn-berzhiañ

C’hoarioù da bep hini da bleustriñ Breizh Cop

Evit lakaat ar muiañ a dud da vezañ lodenn e lusk ar c’hemm ekologel, energetek ha niverel m’eo krog Breizh gantañ da vat dija, e ra ar Rannvro gant doareoù nevez : ouzhpenn ul lec’hienn Internet a-ratozh hag ur savenn-berzhiañ he deus digoret abaoe hanter miz Ebrel, diouzh doare an diduamant, ur mell enklask keodedel :

  • Ur c’hoari enlinenn "Taol Breizh Cop"
  • Ur c’hoari kartoù ha tablez "Strategiezh" hag a sikouro an holl, o-unan pe a-stroll, da renabliñ ar pezh a lakafent da gentañ a-fet diorren evit gallout tresañ Breizh an amzer-da-zont.

 

Dalc’hoù meur ar c’hemm

A-raok emvod ar C’huzul-rannvro er C’houarz e oa bet un daol grenn digor d’an holl, ma oa bet tri arbennigour o tisplegañ hiroc’h ar pezh a sell ouzh an dalc’hoù meur a rank Breizh talañ outo : mallusted a-fet hin, danvezioù, patromoù ekonomikel, kresk ar boblañs...

La session spéciale en images
La session spéciale en images
La session spéciale en images

Dominique Leroux