Treuzdougen war vor
Moret eo Breizh Nevez I

D’an 29 a viz Meurzh e oa bet moret al lestr chalbotat nevez eus flodad Breizh, a vo karget eus al linenn etre an Oriant hag Enez-Groe adalek an 30 a viz Meurzh e-plas ar vag Saint-Tudy. Eno e oa Loïg Chesnais-Girard, prezidant Kuzul-rannvro Breizh, ha Gildas Lagadec, prezidant Kompagnunezh ar Mor Bras.

Moridigezh Breizh Nevez
Fanch Galivel

Arc’hantaouet eo Breizh Nevez 1 penn-da-benn gant ar Rannvro, he deus lakaet 13 M€. Al lestr kentañ eo a zo nevez-prenet evit flodad Breizh (a zo ennañ 17 bag hag a gas 2,6 milion a veajourien bep bloaz). An hini kentañ eo ivez a zo gantañ livioù identelezh nevez "BreizhGo", rouedad bras an treuzdougen publik kaset en-dro gant ar C’huzul-rannvro evit al linennoù-mor gant an inizi, ar rouedad THR Breizh hag al linennoù-hent da gas d’ar skolioù (e-maez ar c’hêrioù bras) hag etre ar c’hêrioù, pa’z eo karget eus ar c’hefridioù-se hiviziken. Moret eo bet Breizh Nevez an deiz-mañ ha diwar vremañ e vo implijet war al linenn etre an Oriant hag Enez-Groe e-plas ar vag kozh "Saint-Tudy". Gallout a reer kas 300 a dud ha 18 a girri skañv ennañ. Al lestr-mañ, 43,5 m hirder ha 11,6 m ledander dezhañ, meret gant Kompagnunezh ar Mor Bras, zo bet savet gant an embregerezh Piriou diouzh ar reolennoù a dalvez a-fet degemer an dud nammet, stabilded ha surentez tan-gwall. Gant se e c’hallo, e forzh peseurt koulz eus ar bloaz, mont diouzh an doare digustum ma vez kaeet e pontonioù ha kalioù Porzh Tudi.

 

Inauguration du breizh nevez I from Région Bretagne on Vimeo.


Tags : Mer Transport

Publié le


Partagez ce contenu