Treuzdougen publik
Al linenn tizh bras a ya en-dro abaoe an 2 a viz Gouere

Savet eo bet al linenn tizh bras (LTB) ar Mañs-Roazhon diwar ur c’henlabour evel na oa bet biskoazh etre strollegezhioù Breizh. Digoret e oa bet al linenn-se d’ar Sadorn 1añ a viz Gouere ha lakaet eo da vont en-dro abaoe an 2 a viz Gouere. Ganti, eus Pariz, e lakaer nebeutoc’h eget 1e30 da vont da Roazhon ha 3e30 betek penn Breizh. Gounezet e vo 45 mn hent well-wazh en holl gêrioù a zo er c’hornôg da Roazhon : gant ur servij TTB-THR nevez e vo tennet gounit e Breizh a-bezh eus an tizh bras. Un dispac’h bihan !


Philippe Frayssex

Savet eo bet al linenn tizh bras (LTB) ar Mañs-Roazhon diwar ur c’henlabour evel na oa bet biskoazh etre strollegezhioù Breizh. Digoret e oa bet al linenn-se d’ar Sadorn 1a viz Gouere ha lakaet eo da vont en-dro abaoe an 2 a viz Gouere. Ganti, eus Pariz, e lakaer nebeutoc’h eget 1e30 da vont da Roazhon ha 3e30 betek penn Breizh. Gounezet e vo 45 mn hent well-wazh en holl gêrioù a zo er c’hornôg da Roazhon : gant ur servij TTB-THR nevez e vo tennet gounit e Breizh a-bezh eus an tizh bras. Un dispac’h bihan !

Kelaouadenn TVR

 

Istor ul lusk hep e bar

 TGV

Evit dont a-benn d’ober kemend-all ez eus ranket « mont da dalañ » ouzh ar galloudoù publik hag ouzh ar Stad. Rak dont a ra an LTB diwar ul lusk dispar a-berzh strollegezhioù Breizh bodet en-dro d’ar Rannvro abaoe ugent vloaz abalamour da aesaat ar beajoù war-zu Breizh. « Evit brezel an hent-houarn eo ganeomp ez eo aet ar maout », a blij da Jean-Yves Le Drian lavaret pa’z eo gantañ eo bet kaset an traoù en-dro. « Deuet eo diwar ur stourm a-stroll, un doare breizhat da labourat ha da selaou alioù an eil egile, da lavaret eo bodañ an holl en-dro d’an daol hag en em glevet war lodenn pep hini ». Kemeret ez eus bet perzh gant strollegezhioù Breizh holl asambles evit arc’hantañ ar raktres. Gant o youl ez eus bet gallet astenn al linenn tizh bras eus Connerré (ar Mañs) betek Roazhon. Hag aet int pelloc’h eget se peogwir o deus strivet ar muiañ ma c’hallent abalamour da holl dakadoù Breizh da dennañ o mad eus an tizh bras, eus ar Reter d’ar C’hornôg, war an arvor hag e kalon Kreiz-Breizh.

1,1 miliard arc’hantaouiñ a-stroll

A-benn ar fin ez eus bet degaset 1/4 eus an 3,4 miliard a oa ezhomm evit ar mell chanter-se gant Breizh. Bodet eo bet an holl strollegezhioù gant ar Rannvro (ar Rannvro, ar 4 Departamant a zo enni, tolpad-kêrioù Roazhon ha Bro Sant-Maloù) abalamour da studiañ an arc’hantaouiñ a-stroll. Asambles e tegasont 1,1 miliard a euroioù (858 milion a euroioù evit al LTB ha 214 milion a euroioù evit modernaat an hentoù-houarn hag ar garioù, kement ha mont pelloc’h gant ar buanaat) evit ar raktres bras-se a zo koustet 3,4 miliard a euroioù rannet etre : SNCF Rouedad (43%), ar Stad (28,6%), strollegezhioù Breizh ha Broioù al Liger ( 28,4%, da lavaret eo 1,1 miliard), 19,7% anezho a-berzh Rannvro Breizh ( 655 milion a euroioù) hag Europa (11 milion a euroioù).

An LTB evit Breizh tizh bras

 TGV

Diazezet eo ar raktres BTB, da lavaret eo Breizh tizh bras, war an LTB neuze. Ur mell raktres war dachenn an treuzdougen publik eo : kempenn danframmoù (hentoù-houarn ha garioù) ha sevel ur c’hinnig TTB-THR nevez abalamour da Vreizh a-bezh da c’hounit amzer gant an LTB.

Gounit 45 mn hent well-wazh

gare

Gant an amzer gounezet gant al linenn tizh bras (LTBV) ar Mañs-Roazhon emañ tostoc’h Roazhon, ha Breizh a-bezh war un dro, ouzh Pariz ha kêrioù bras Europa. Gounezet ez eus bet 39 mn etre Pariz ha Roazhon gant an LTB hag he linenn nevez 182 km hirder dezhi a ya an TTB warni gant un tizh etre 300 ha 320 km /e (6 TTB duplex bemdez da 320 km/e hag ar peurrest da 300 km/e). Estreget se zo avat : gounezet e vez ivez etre 45 ha 50 mn well-wazh etre Pariz ha kement gar a zo e kornôg Breizh. Modernaet eo bet al linennoù hent-houarn Roazhon-Brest ha Roazhon-Kemper ha kempennet ez eus bet poloù eskemm liesvod (PEM) evit gallout astenn an tizh bras e Breizh a-bezh.

Pad ar beajoù

LTB a dalv emañ Pariz 1e25 eus kêr-benn Breizh hag ivez 3e31 eus Kemper ha 3e25 eus Brest (d’ar Gwener e vez 1 TTB Pariz-Kemper en ur ober 3e16 hag 1 Pariz-Brest en ur ober 3e13). Digresket e vo pad ar beajoù war-zu ar c’hêrioù all e Breizh : 2e43 evit mont betek Dinan, 2e34 betek Gwengamp, 2e06 betek Redon, 2e29 betek Gwened ha 2e56 betek an Oriant, 3e05 betek Loudieg, 3e13 betek Lannuon ha 3e03 betek Montroulez…

6808carto-BGV-Livret

11 « pol eskemm liesvod » da astenn an tizh bras e pep lec’h

Gare

Graet ez eus labourioù evit modernaat an hentoù-houarn abalamour da c’hounit tizh tamm-ha-tamm, war-bouez an disterañ munutenn, en tu all da Roazhon war al linennoù Roazhon-Brest ha Roazhon-Kemper a gas war-zu pep korn eus Breizh : lemel 40 kroashent-houarn, adtresañ plegoù zo… Ha kuit da goll er garioù an amzer gounezet gant an trenioù ez eus bet kempennet 11 gar dezho da vezañ « poloù eskemm liesvod » (PEM). Lakaat a raint implijerien an trenioù da generen ouzh an holl zoareoù all a-fet treuzdougen pe monedone, koulz a-stroll pe a-hiniennoù : THR ha kirri-boutin, busoù, metro, beloioù, hentoù evit kerzherien… Ar pal : lakaat an holl vroioù eus Breizh, ar c’hêrioù etre hag all, da dennañ o mad eus an tizh bras. Diwar neuze n’eus mui nemet 3 eur da vont eus Pariz da gêrioù eus Kreiz-Breizh evel Pondi ha Loudieg ha ned a ket an hent-houarn betek enno, rak kenereet diouzh ar gwellañ eo linennoù ar rouedad THR war an hentoù ouzh ar garioù TTB.

Ar PEM e Breizh

Dont a ray garioù Roazhon, Brest, Kemper, Sant-Brieg, an Oriant, Gwened, an Alre, Montroulez, Gwitreg, Redon, Gwengamp da vezañ poloù eskemm liesvod (PEM).

Ur c’hinnig TTB-THR nevez

TGV

Labouret o deus an SNCF hag ar Rannvro asambles e-pad tri bloaz evit adwelet an eurioù penn-da-benn. Ar pal : gwellaat ar c’henereoù ha lakaat kreskiñ eus 20% niver an deservijoù abalamour d’an TTB ha d’an THR da glokaat an eil egile da vat. Mat e vo ar servij nevez-se evit an holl implijerien hag an holl dakadoù : muioc’h a TTB a vo o vont abalamour da zelc’her d’ar c’hinnig en holl c’harioù (delc’her a ra an TTB da chom a-sav e pep lec’h, er c’hêrioù etre hag all) ha da ginnig trenioù tizh bras ouzhpenn hag a ya buanoc’h : 4 beaj TTB mont-dont ouzhpenn bemdez gant 2 veaj mont-dont Pariz-Brest ha 2 veaj mont-dont Pariz-Kemper.

Budjed : 10 M€ ouzhpenn

Lakaat a ra ar Rannvro 100 M€ ar bloaz evit an THR abalamour d’an trenioù-se da zeservijout Breizh en he fezh, ha 10 M€ ouzhpenn evit kinnig an trenioù tizh bras a ya buanoc’h hag a zo staliet gant ar servij TTB-THR nevez-se.

Anaout gwelloc’h an tren e Breizh gant 80 video

fresque ina BGV

Gant un darvoud seurt-mañ e talveze ar boan sellet ouzh an istor ! Gwelit en-dro penaos e oa en em gavet an tren tizh bras e Breizh ha penaos e oa bet tapet lañs gantañ e-barzh dielloù klewelet Ensavadur broadel ar c’hleweled (Ina). Ur freskenn etreoberiat enni 80 video.

Sellet ouzh ar freskenn etreoberiat


Luc’hskeudennoù : Philippe Frayssex, Philippe Erard, Spectactulaire

 

 


Tags : Transport

Publié le


Partagez ce contenu