Gweladenn ar C’hentañ Ministr e Breizh
Emglevioù evit meurgêrioù abalamour da harpañ ar mont-ha-dont a skiant vat ha kampus ar mor er bed.

E Breizh e oa Bernard Cazeneuve d’ar 26 a viz Genver. Bet e oa e Roazhon hag e Brest, asambles gant meur a vinistr hag ar Prezidant Le Drian.


Franck Betermin

Teknologiezhioù niverel, deskardelezh, mont-ha-dont... Setu aze traoù hag a oa bet kaozeet diwar o fenn e-pad gweladenn Bernard Cazeneuve e Breizh. War-lerc’h ma oa bet diskouezet dezhañ bus-tredan ar c’hevredad Bluebus eus ar strollad Bolloré, e oa bet e sez Roazhon Meurgêr. Eno en doa sinet an emglev neveziñ evit ar veurgêr. Da-c’houde e oa aet ar C’hentañ Ministr da Vrest evit digeriñ pol niverel ar C’hampus niverel dirak Thierry Mandon, sekretour-Stad karget eus an deskadurezh uhel hag eus an enklask, hag abalamour da sinañ an emglev neveziñ evit meurgêr Brest. E fin an devezh, Bernard Cazeneuve en doa digoret an 23e Foromap, forom an deskardelezh hag ar stummañ a-bep-eil, a oa bet disadorn er C’houarz. 

An emglevioù neveziñ evit meurgêrioù a zo bet sinet gant Roazhon ha Brest

contrat-metropolitain
perc’henn ar skeudenn : FGP TER - Eurorennes

Breizh eo ar rannvro nemeti e Frañs o sinañ hag o arc’hantañ emglevioù neveziñ evit meurgêrioù. Evel-se e tiskouez ar C’huzul-rannvro penaos e harp ar mennadoù mont-ha-dont a skiant vat e Roazhon hag e sikour diorrren Kampus ar mor er bed e Brest. Gant an div gevrat-se e vo aesoc’h kas mennadoù bras an div veurgêr war-raok, evit diorren Breizh hervez o strategiezhioù.

Evit Brest ez eus anv eus ar mor dreist-holl (lakaat sez an EFREMOR e Breizh, modernaat ar bigi moroniezh, skoazellañ Océanopolis, ar Pol mor, Frañs energiezh vor...) hag eus diorren mennad Kampus ar mor er bed. Tro en doa bet ar C’hentañ Ministr da gadarnaat e vo lakaet sez an EFREMOR e Meurgêr ar mor. Evit Roazhon e tenn an emglev evit ar veurgêr d’ar mont-ha-dont a skiant vat dreist-holl. Rak-se e c’hallo reiñ talvoudegezh d’he skiant-prenet a-fet an treuzdougen foran nevezus ha d’he gwellentez war dachenn an teknologiezhioù niverel (harpañ ar mennad arnodel evit lakaat busoù-tredan bras e kêr, asambles gant Bolloré, sikour aozañ un abadenn vras evit Europa hag ar bed a-bezh diwar-benn ar mont-ha-dont a skiant vat, souten ar programm da adober an enklask diwar-benn an tiegezhioù).

Digoradur ar c’hampus niverel e Brest

 brest-cazeneuve2

perc’henn ar skeudenn : Franck Bétermin

Breizh eo ar rannvro gentañ en Europa oc’h ober gant an deknologiezh dre soubidigezh, war-lerc’h ar skolioù-meur amerikan Georgetown University ha Duke University. Ganti emañ ar c’hentañ kampus lies-lec’hienn en Europa a zo tonket da levezoniñ Frañs hag an estrenvro. Sed aze un dra ha ne oa ket bet graet a-raok, ha dre-se e vo dedennet tud hag embregerezhioù gant Breizh, ha diskouezet ar wellentez anezhi. Gant ar c’hampus e c’hallo ar studierien, ar gelennerien hag ar gelennerien-enklaskerien arnodiñ doareoù kelenn ha deskiñ nevez, hag ivez ijinañ ur mod nevez da studiañ, da gelenn ha da bleustriñ an enklask. Rak e kampus niverel Breizh a vo binvioù hag aveadurioù a deknologiezh uhel, arnodvaoù enklask, skipailhoù pedagodel ha renerien evit reiñ lañs ha nerzh d’ar c’henlabour. Setu aze un dra pouezus-kaer evit ur rannvro hag a anavezer dija abalamour d’he barregezh da labourat en ur ziorren ar raktresoù rouedadoù hag ar c’henlabour.

Ar Bluebus, an doare treuzdougen a-stroll gant tredan hepken

Bluebus
perc’henn ar skeudenn : Bolloré

Roazhon meurgêr, dre an Emglev neveziñ evit ar veurgêr a zo bet sinet gant ar Stad hag ar Rannvro, a ro lañs da 10 mennad a denn d’ar mont-ha-dont ha d’ar cheñchamant energiezh. E-skeud-se e vo arnodet ha diorroet busoù Blue Bus a yay en-dro gant tredan hepken. Bouetaet e vint gant batirioù danzeet ha fardet gant ar strollad Bolloré en Erge-Vras, e Penn-ar-Bed.

An deskardelezh e Breizh

mettalurgie2perc’henn ar skeudenn : Emmanuel Pain

Gant 3% a gevratoù ouzhpenn en distro-skol 2016 ez a mat an traoù gant an deskardelezh e Breizh. Meur a vloaz zo e klask ar Rannvro diorren anezhi dalc’hmat. Goude bezañ aet war ar renk evit daou daol arnodiñ hag a oa kinniget gant al lezenn d’ar Rannvroioù a gare, e c’hallo, e-pad tri bloaz :  

  • Arnodiñ gant arc’hant ha n’int ket debarzhet : fiziet e vo er Rannvroioù ar garg da ingalañ an arc’hant eus an taos deskardiñ n’int ket bet debarzhet gant an embregerezhioù (evit bremañ e ro ar Rannvro un ali, met graet e vez an ingalañ gant an aozadurioù a sav an taos deskardiñ).

  • Arnodiñ evit a sell ouzh oad an deskarded : abaoe ar 1añ a viz Genver, Breizh, asambles gant c’hwec’h Rannvro all choazet gant ar Gouarnamant, a arnod cheñchamant an oad ma c’haller c’hoazh mont da zeskard : eus 25 da 30 vloaz.