Enklask
Ur studiadenn nevez diwar-benn an niverel e Breizh

Gwiaderien stank-ha-stank, muioc’h-mui a vinvioù hag a implijoù hezoug, teknologiezhioù nevez o tont war-wel hag a zedenn muioc’h-mui an embregerezhioù hag ar strollegezhioù... Embannadur 2016 « Implij an niverel e Breizh » a dres poltred ur rannvro bepred kevreetoc’h.

Vue d'un foyer avec jeune garçon devant son ordinateur portable en premier plan, et reste de la famille en second plan, dans la cuisine. Deux autres enfants sont attablés devant un autre ordinateur.
L'âge et la présence d'enfants au sein des foyers influe sur le taux de connection et d'équipement. Thomas Crabot

E-barzh buhez ar Vretoned emañ an teknologiezhioù niverel bremañ, hep mar ebet. Sklaer a-walc’h eo ar sifroù war ar poent-se : 78 % eus an dud a zo kevreet ouzh Internet, en o zouez, 81 % a vez bemdez pe dost. Kement-se zo 3 foent en tu all d’ar geidenn vroadel. A-dal d’ar boazioù diazezet mat hiviziken, ez eus boazioù, hag int gant o c’hammedoù kentañ un nebeud bloavezhioù zo, hag a zo deuet da vezañ ret war an dachenn niverel ; evel ar binvioù hezoug, ha dreist-holl an tablezennoù a gendalc’h o niver da greskiñ buan en tiegezhioù hag en embregerezhioù. Evel-se emañ kont ivez gant teknologiezhioù evel hini ar gwirvoud kresket a veze graet dibaot ganto betek-henn. Ur bern traoù a reer ganto bremañ. Setu unan bennak eus an disoc’hoù a gaver e 4e embannadur « Implij an niverel ».

Tri bloavezh enklask

Embannet eo ar studi-mañ gant Rannvro Breizh diwar dielfennadur pemp enklask kaset da benn gant M@rsouin e-touez rummadoù Bretoned disheñvel. Ouzhpenn 2 000 a dud, 1 550 embregerezh, an holl gumunioù ha diazezadurioù publik a genlabour etrekumunel a oa bet sontet etre 2013 ha 2015 gant ar Strollad a laz skiantel. Embannet eo bet « Implij an niverel » evit ma ouife hiroc’h an dud, an divizerien publik ha prevez dreist-holl, diwar-benn implij hag emdroadurioù an niverel e Breizh. Merkoù eus an tuadurioù, lakaet war-wel gant ar studi-mañ hag a c’heller fiziout enno, a zlefe sikour ar strollegezhioù hag an embregerezhioù da dermeniñ o strategiezh diorren niverel, da greñvaat o flas war ar web, da ginnig servijoù nevez...

Niverel an holl

Diorren an teknologiezhioù nevez a cheñch ur bern traoù en doareoù da gehentiñ, da labourat, da veveziñ... Evit ma c’hello pep hini tennañ gounid eus an nevezadurioù hag eus ar servijoù nevez-se e kas ar Rannvro ur politikerezh oberiant evit demokratelaat an implij anezho : siberkumunioù da zeskiñ ober gant an TKK (teknologiezhioù ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ), egorennoù labour niverel (ELN) evit al liseoù, servijoù publik niverel… Gant ar memes pal e ro ar Rannvro skoazell d’ar strollad a laz skiantel M@rsouin ha sikour a ra da lakaat e labourioù enklask war-wel. Kas a ra an danframmoù war-raok ivez ; evit ma vo ar c’has uhel-kenañ gant an holl Vretoned (hiniennoù, embregerezhioù, melestradurezhioù...) e kemer perzh en ur raktres boutin asambles gant ar Stad hag an holl strollegezhioù lec’hel. Er steuñv Breizh Kas Uhel-kenañ (BKHK) e rakweler goloadur hollek ar rannvro gant gwiad optikel a-benn 2030.

 

Petra eo M@rsouin ?
E 2002 e oa bet krouet ar Strollad a laz skiantel M@rsouin (Mol @rvorigat evit enklask diwar-benn kevredigezh ar c’helaouiñ hag implij an Internet), diwar atiz Kuzul-rannvro Breizh. Ur rouedad liesdiskiblezhel eo, enni enklaskerien war Skiantoù an den hag ar gevredigezh a labour e 15 arnodva eus Breizh, karget da vuzuliañ ha da zielfennañ implij an TKK e Breizh. 
Muioc’h a ditouroù e : www.marsouin.org