Armerzh Breizh
Graet ur c’hammed nevez gant Breizh Up, ar font rannvroel evit kenarc’hantañ an embregerezhioù

E miz Ebrel tremenet e oa bet votet gant ar Vodadenn rannvroel ar font Breizh Up, savet evit skoazellañ an embregerezhioù nevezus yaouank e Breizh. Dilennet eo bet e brezidant hag an embregerezh merañ.

Breizh Up zo ur c’hevredad dre gevrannoù eeunaet (SAS) hag a skoazello da arc’hantaouiñ an embregerezhioù nevezus evit deraouiñ, a-gevret gant posterien all. Adalek penn-kentañ 2016 e tegaso ar font kenarc’hantañ-se arc’hant piaouel pe peuzpiaouel (kevrannoù, endalc’hennoù...) e raktresoù breizhat a greder e tougint frouezh a-fet krouiñ talvoudegezh ha labour. “Tikedoù bihan” a vo savet, da lavaret eo etre 200 000 ha 750 000 €, ha ne vo graet nemet a-gevret gant ur poster prevez pe meur a hini goude ma vint bet labelaet gant ar font.

Da gregiñ ganti e vo roet ur sammad 10 M€ ac’hann da fin 2015 gant ar C’huzul-rannvro, ar c’hevranneg nemetañ. 8 M€ a vo a-berzh Unaniezh Europa dre ar Font europat evit an diorren ekonomikel ha rannvroel (FEDER).

Ar Prezidant nevez ha kevredad merañ Breizh Up

Daniel Gallou, krouer an embregerezh Cité Marine e Kervignag (56), zo bet lakaet e penn ar c’hevredad. « Ar rener-mañ zo bet dibabet gant ar C’huzul-rannvro abalamour d’e varregezhioù war dachenn an industriezh hag an arc’hant, d’e skiant-prenet en estrenvro ha d’e engouestl evit diorren ar vro ha krouiñ postoù-labour e Breizh », eme Loïg Chesnais-Girard, Besprezidant ar C’huzul-rannvro e karg eus an armerzh hag eus an neveziñ.

iSource eo ar c’hevredad merañ zo bet dibabet. En e gefridi e oa ober war-dro mererezh boutin ar font hag e skodennoù, dibab ar gevelerien a bost arc’hant ha kenlabourat ganto, ha diwall ma vo graet diouzh endalc’hioù kenarc’hantañ ar FEDER. Ur burev a vo staliet e Roazhon gant iSource evit rentañ e servijoù an tostañ ar gwellañ da obererien Breizh.