Kounlid an Eil Brezel bed
Un albom evit derc’hel soñj eus an Dieubidigezh e Breizh

Niverus eo bet ar Vretoned o respont d'ar galv embannet er gelaouenn “Breizh A-gevret”. Pedet e oant ganti da gas o zestenioù diwar-benn an Dieubidigezh e Breizh ; o embann a reomp e-barzh un albom da zerc’hel soñj, ennañ istorioù buhez ha luc'hskeudennoù gwenn ha du. Da follennata enlinenn ivez !

An Dieubidigezh e Kastellin (Penn-ar-Bed) Dielloù an Doare
An Dieubidigezh e Kastellin (Penn-ar-Bed) Archives Le Doaré

Feuilletez l'album en ligne

A-drugarez da c'halv ar gelaouenn “Breizh A-gevret” da gas pennadoù evit kounaat an Dieubidigezh e Breizh e 2014 o deus Bretoned ha Bretonezed zo rannet ganeomp un nebeud istorioù tennet eus levr o buhez. Kontañ a reont mesk-ha-mesk mareadoù personel-tre ha taolioù-meur eus an Eil Brezel bed, ha pa chomfe kalz a from en eñvorennoù-se c’hoazh. Ken sebezet eo bet ar Rannvro gant talvoudegezh an holl anezho ma’z eus bet divizet e vefent strollet en albom-mañ : “Eñvorennoù eus an Dieubidigezh e Breizh”. Bodañ a ra an holl istorioù personel -se hag o sklerijennañ a ra a-drugarez da glokadennoù istorel evit ma vint taolennet e-keñver kenarroud ledanoc'h tri fennbrantad ar brezel (an Ac'huberezh, emgannoù an Dieubidigezh hag antronozioù an Dieubidigezh). 


Resevet en deus al levr-mañ ar gwiriekadur broadel evel taol intrudu da lidañ 70vet deiz-ha-bloaz an Dieubidigezh hag a gemer perzh e talvoudekadur al lec'hioù-koun.

Tags : Arts et culture

Publié le


Partagez ce contenu