Trofeoù sport Breizh 2014
Trofeoù sport Breizh 2014 : al loreidi !

25vet Trofeoù ar sport a oa bet roet er sizhun-mañ. E c’hwec’h rummad eo bet loreet an atletourien hag an atletourezed breizhat o deus kaset uhel livioù Breizh e 2014. Grit anaoudegezh gant al loreidi hag al loreadezed dre o foltredoù video, gant ar pemp priz ispisial roet er bloaz-mañ ha sellit ouzh an nozvezh dreistordinal a oa bet aozet gant Rannvro Breizh evit reiñ an trofeoù ha lakaat muioc’h war wel ar sport a live uhel.

Visuel Trophées du sport 2014

Sportourez ar bloaz
Delphine Cousin, windsurf

2014 : Kampionez IFCA ar Bed, Slalom Henidi
1añ evit ar poent e Kib Slalom PWA ar Bed goude 2 dennad

Ar plac’h yaouank n’eo nemet 23 bloaz met bamet e vezer gant al loreoù he deus bet dija : dre ziv wezh eo bet kampionadez ar bed (2013 ha 2014) ha titl kampionez Frañs he doa tapet e 2012, e-mesk titloù all. Daoust da se n’emañ ket ar Garnagez yaouank hag ampart gant ar soñj dilezel he studioù : emañ hi bremañ e master 2 e skol uhel ar c’henwerzh e Brest ha betek miz Kerzu e ra he staj dibenn-studi e stal he ziegezh ma werzh kregin ha kresteneged a-vunut.

Sportour ar bloaz
Sylvain Sudrie, triatlon


Kampion Frañs Hed Hir 2009, 2011, 2012, 2013 ha 2014
Beskampion ar Bed Hed Hir 2009 ha 2014
1añ en 70.3 Barcelona 2014
1añ en XL Gérardmer 2010, 2011, 2013 ha 2014

Abaoe e 14 vloaz eo sot gant an triatlon. E 2010, pa oa 28 vloaz e oa deuet da vezañ kampion ar bed en diskiblezh-se, en Immenstadt (Alamagn). Ar sakrerezh kentañ e oa e loreadeg souezhus-eston an adVreton-mañ, a orin eus Bourdel, 32 vloaz dezhañ bremañ.

Diwanadez 2014
Camille Prigent, kanoe-kaiak

Kampionadez Olimpek ar Yaouankiz e Kaiak maouezed, e Nanjing (Sina), e 2014
Div vedalenn Arem dre skipailh e Kaiak 1 ha Kanoe 1 maouezed e kampionad slalom ar Bed e 2014
Div wezh Kampionez Frañs kaiak ha kanoe er rummad Yaouankidi, e Metz, e 2014
Medalenn Arem Kanoe 1 maouezed e Kampionad Europa Yaouankidi e 2014

Tost 17 vloaz eo Camille (a-benn un nebeud deizioù e vo lidet he deiz-ha-bloaz) hag ur bern prizioù he deus bet dastumet dija : kampionez olimpek ar Yaouankiz e 2014, div wezh kampionez Frañs Yaouankidi 2014, 3e e kampionadoù yaouankidi ar Bed e 2013 hag e kampionadoù Europa e 2014. Ul loreadeg kalonekaus evit al liseadez eus Saozon-Sevigneg, e klas termen skiantel.

Diwanad 2014
Valentin Madouas

Trec’h e Daead Broadel Yaouankidi 2014
Trec’h e 43e dalc’h ar Manche-Atlantique (redadeg c’hortoz) 2014
Trec’h en Trofe Sébaco Yaouankidi 2014
Trec’h e Priz Meur Fernand Durel 2014

Setu un den yaouank donezonet-kaer evit ar marc’h-houarn. Da 18 vloaz en deus tapet dija daou ditl kampion Frañs war roudenn ha rekord Frañs. E miz Meurzh tremenet en deus gounezet ar Brestad yaouank ar redadeg c’hortoz Manche-Atlantique e Pluveleg (56). Enoret bras e oa e dad Laurent, bet reder marc’h-houarn a vicher, hag a oa war al lec’h evel paeron ar redadeg.

Skipailh merc’hed 2014
Volley Gwened, volley-ball

En em gavet e Kevre A

E miz Mae tremenet e oa bet fromet bed ar volley e Breizh gant c’hoarierezed Volley Gwened pa oant en em gavet el live uhelañ, e Kevre A. Goude bezañ bet gounezet krogad diwezhañ ar c’hampionad ha Kib Frañs, e oa bet trec’h ar c’hoarierezed war plañchod Terville-Florange e kampionad Kevre A ar merc’hed, d’an 22 a viz Du tremenet. O gourdoner, Thibault Gosselin, a oa aet e penn VVB ar merc’hed e 2012 evit lakaat ar skipailh da dizhout al live a vicher. Deuet eo a-benn gant ar skipailh Kevre A-mañ, ennañ sportourezed yaouank etre 22 ha 34 bloaz hag eus pemp broad : Korrin Wild (Resev/Argadiñ), Jenna Orlandini Libéro, Bianca Rowland (Kreiz), Alessandra Guerra-Franco (Resev/Argadiñ), Dragana Bartula (Resev/Argadiñ), Mirna Basic (Pasourez), Emma Le Boulicaut (Pasourez), Magda Kralikova (Kreiz), Katie Slay (Kreiz), Alexandra Dascalu (Ragenep), Laurianne Delabarre (Pasourez)


Skipailh paotred 2014
War-raok Gwengamp, mell-droad

Trec’hourien Kib Frañs
Hag int en em gavet e Kevre 1 er c’houlzad kent o doa prouet paotred Jocelyn Gourvennec e oa dleet ar plas-se dezho, pa oant bet trec’h war skipailh Roazhon da-geñver ur c’hrogad istorel e miz Mae 2014 : gourfenn breizhat 100 % Kib Frañs.

Pemp priz ispisial

Sandrigine Agricole (rugbi)
Un nebeud sizhunioù zo he doa embannet e lakae un termen d’he red-micher, d’an oad a 34 bloaz. Sandrine zo c’hoarierez rugbi a vicher abaoe 2003. Gwisket he deus livioù Stad Rugbi Roazhon e-pad dek vloaz ha 72 gwezh eo bet dibabet da c’hoari e-barzh skipailh Frañs. E 2014 e oa pignet war ar podiom, en 3e plas, da-geñver Kib-bed ar rugbi evit ar merc’hed, asambles gant ar XV Frañs Maouezed. Un hentad eus an dibab he deus bet graet ar Vreizhadez-mañ. Bremañ e ra war-dro gourdonañ linennoù a-dreñv Stad Rugbi Roazhon.

Marc Gicquel (tennis)
Goude bezañ bet e-pad pemzek vloaz war ar vicher en doa divizet Marc Gicquel chom a-sav e miz Here tremenet. Sur a-walc’h eo ar c’hoarier tennis gwellañ a zo bet a-viskoazh e Breizh : pa oa en e varrekañ, er 37vet plas e roll c’hoarierien dennis ar bed, e 2008, e oa bet trec’h war daou c’hoarier eus an Top 10 (Robredo ha Gasquet). E daol-kaer gwellañ er Chelem Bras a chomo hini an 8vet gourfenn en US Open, e 2006 (trec’het e oa bet gant Roger Federer). Anne Caseneuve, Erwan Leroux ha François Gabart (bageal-dre-lien) zo bet garedonet ivez dre m’int bet trec’h e redadeg Hent ar Rom er rummadoù Rom, Lieskouc’h50 hag unkouc’h Imoca

Anne Caseneuve (bageal-dre-lien)
E 2014, goude bezañ bet peder gwezh o redek Hent ar Rom, e oa bet trec’h ar voraerez Anne Caseneuve (ANEO), er rummad Rom, gant 17 devezh, 7 eurvezh, 6 munut ha 3 eilenn. War roudoù Florence Arthaud hag Ellen Mac Arthur, eo Anne Caseneuve an 3e plac’h o c’hounit Hent ar Rom en he rummad.

Erwan Leroux (bageal-dre-lien)
Sot gant ar mor hag ar bageal-dre-lien eo ar paotr genidik eus an Alre, abaoe 20 vloaz. Tamm-ha-tamm eo kresket e vrud betek en em gavout gant pennoù brasañ ar bageal ha bezañ skoaz-ha-skoaz ganto. Da 40 vloaz en deus tapet oad ha skiant. E penn redadeg Hent ar Rom er rummad Lieskouc’h50 eo deuet ar martolod morbihanat a-benn eus e daol : gounit ar brudetañ treizhadeg digenvez.

François Gabart (bageal-dre-lien)
Goude bezañ bet loreet Diwanad Rannvro Breizh e 2008-2009, setu eñ trec’h er Vendée Globe hag en e redadeg kentañ war Hent ar Rom, er rummad Imoca, ar bagoù unkouc’h a 60 troatad. Setu aze daou daol-kaer diouzh renk ha ne oant ket bet graet biskoazh, nemet gant Michel Desjoyeaux e 2002. Ar skiper 31 bloaz, bet merzet ha stummet e Breizh, a weler dija evel unan eus bageerien donezonetañ e rummad.

Sellit ouzh nozvezh dreistordinal Trofeoù sport Breizh 2014 !

D’ar Yaou 27 a viz Du 2014, e Roazhon, e oa bet aozet 25vet Trofeoù ar sport breton, e c’hwec’h rummad, ha gant pemp priz ispisial. Un abadenn evit rentañ enor d’ar sport en ur rannvro oberiant-tre war an dachenn-se pa’z eus e Breizh tost da 2 vilion a dud a ra sport, en o zouez 1 milion a aotreidi, en ouzhpenn 6 000 klub sport, ouzhpenn 200 sportour a live uhel ha 25 800 a implijoù liammet ouzh an obererezhioù korf ha sport. An nozvezh lid ma oa bet roet an Trofeoù a oa bet skignet war chadennoù skinwel lec’hel TVR, Tébéo ha TébéSud, hag adkaset war-eeun e bretagne.fr.
Ar sport a live uhel skoazellet gant ar Rannvro

Talvezout a ra politikerezh sport ar Rannvro da gas ar sport war-raok e pep lec’h er rannvro ha da vroudañ an holl Vretoned, anezho tud yaouank, amatourien, sportourien a live uhel... d’ober sport. Bep bloaz e ouestl 1,8 milion a euroioù d’ar sport a live uhel ha sikour a ra da gas ar sport d’e live gwellañ e Breizh dre skoazellañ mont en-dro an 20 Pol diwanidi a zo e Breizh e 2014, en ur ziwall yec’hed hag amzer-da-zont micherel ar sportourien a live uhel peotramant en ur reiñ bep bloaz an Trofeoù sport-se, kement ha garedonañ ar gwellañ sportourien ha sportourezed.

Politikerezh sport ar Rannvro
Juri an Trofeoù sport zo ennañ dilennidi-rannvro, dileuridi eus Renerezh-rannvro ar Yaouankiz, ar Sportoù hag ar C’henstag Sokial hag eus Poellgor

Tags : Sport Territoire

Publié le


Partagez ce contenu