Agenda 21
Trofeoù an diorren padus : al loreidi !

Ur souezhadenn eo : n’eo ket pemp met c’hwec’h loread a zo bet ar bloaz-mañ pa oa bet roet Trofeoù Breizh an diorren padus. Setu ur brouenn ouzhpenn eus lañs ar rannvro a-fet neveziñ fur.

Teir sizhunvezh o doa tremenet an 12 lisead e Togo evit nevesaat ar skol "Ma patrie" e Lomé
Anne sophie Pinon

Teir sizhunvezh o doa tremenet an 12 lisead e Togo evit nevesaat ar skol "Ma patrie" e Lomé © Lise Koedlogon
Evit an 9vet Trofeoù-se e oa bet kaset 97 raktres da izili ar juri a oa bet bec’h warno o klask dibab ar re wellañ anezho. En unan eus pemp rumm ar genstrivadeg o doa da lakaat o anv : embregerezhioù, kevredigezhioù, strollegezhioù ha skolioù, hep ankounac’haat tem ar bloavezh (ar rumm ma c’halled reseviñ Priz ispisial ar juri war tem ar yec’hed hag an aezamant). Ar bloaz-mañ, avat, en deus divizet ar juri loreañ daou raktres nevezus, ijin ganto, kinniget gant ur skol hag ul lise : daou loread rampo zo eta e rumm ar skolioù !
Trofeoù 2014 a oa bet roet d’ar 5 a viz Du en ul lid ofisiel dalc’het e sez Kef kengredit Arkéa e Brest. Un tamm brud a vo roet d’ar raktresoù gant ar priz gounezet ganto hag ouzhpenn-se e vo savet pep a video 2 vunutenn evit ma vint anavezet gwelloc’h.

Rumm ar skolioù

Lise Koedlogon ha kevredigezh Meuriad ar bed - Breizh (35)
Gwellaat n aozioù bevañ ha kelenn en ur skol eus Lomé e Togo
Daouzek lisead, skoazellet gant o c’hamaladed ha daou gelenner, o deus sikouret d’aveiñ ar skol « Ma patrie » e Lomé, e Togo. E-pad ur veaj teir sizhunvezh e Togo, arc’hantet penn-da-benn ganto o-unan (en ur aozañ difoarioù, redadegoù kengret...), al liseidi vreizhat o doa nevesaet an doenn hag an tredan, ha staliet ouzhpenn strinkerezoù ha privezioù. Kizidikaet o doa ivez ar skolidi yaouank ouzh an diarbennoù yac’haat diazez.

Rumm ar skolioù

Skol Itron Varia Landean (35)
Boued yac’h ha padus gant ul liorzh pedagogel ha biologel
E skol an Itron Varia e tesker diouzh ar boued dre al liorzhañ. Ar vugale o deus ijinet, gant sikour ar vistri-skol, ul liorzh ma c’hounezont kalz seurtoù plant disheñvel a gementadoù bihan. Ar pal eo deskiñ penaos e kresk ar pezh a zebrer. Ur wech an amzer e vez implijet frouezh al liorzh naturel gant kantin ar skol, a oa bet stummet e geginerez d’ober gant ar produioù dastumet. Nebeud zo met eus an dibab int ! Tud a vicher a zeu ivez da gelaouiñ ar vugale war pegen yac’h eo debriñ boued kempouez, dre atalieroù hag o weladenniñ tachennoù.

Rumm ar c’hevredigezhioù

Rouedad Kempoell (22)
Diorren ar rouedadoù berr er filierenn-voc’h
Ar rouedad Kempoell a laka saverien moc’h ha charkuterien e darempred an eil re gant ar re all evit kinnig d’ar vevezerien ur rouedad ingalañ all estreget ar re gustum. Ar pal eo kinnig produioù eus an dibab en ur priz reizh ha dereat.

Rumm an obererien bublik

Kêr Gonk-Kerne (29)
Krouet liorzhoù legumaj lodennet hag un ispiserezh kengret
Kreizenn obererezh sokial ar gumun (KOSG) ha kêr Gonk-Kerne o deus digoret un ispiserezh kengret e kreiz-kêr ha krouet liorzhoù legumaj lodennet en ur stal labour-douar a-gozh. Pourvezet e vez an ispiserezh gant frouezh ha legumaj eus al liorzhoù ekologel, gounezet gant 12 den, an darn vrasañ anezho o resev ar c’horvoder kengred oberiant (KOKEO). Evel-se e harper tud laosket a-gostez ha war un dro e talvoudekaer ul labour-douar yac’h hag a zouj an endro.

Rumm an embregerezhioù

Kevredigezh 450 (29)
Digreskiñ e zilaoskadennoù CO2
Ur benveg nevezus eo ar « Gont espern CO2, Breizh tiriad karbon », a oa bet roet lañs dezhañ e 2013 evit garedonañ an digreskiñ dioksidenn garbon. Graet e oa bet evit an hiniennoù koulz evel evit an embregerezhioù pe an ensavadurioù ha gantañ e c’haller gwerzhañ ar c’hiloioù CO2 dilaosket da gempouezerien pe eskemmañ anezho ouzh skridoù-prenañ. Bez’ ez eus 20 000 den hag o deus lakaet o anv dija gant an embregerezh hag 1,5 milion a dud a c’hallfe ober e Breizh. Ar pal : 1 milion a dud enskrivet e 2017.

Trofe ispisial « Yec’hed hag aezamant »

Kevredigezh An neñneñioù bihan eus ospital su Roazhon (35)
Aesaat buhez ar vugale en ospital
Ar gevredigezh, krouet gant anesteziourien, a sikour ar vugale a-hed o chomadenn en ospital. Roet e vez neñneñioù, savet ez eus bet ur c’hoari war dablezenn... an holl draoù graet gant ar gevredigezh a wella buhez ar vugale en ospital hag a vihana an traomaoù goude-oberata. Arc’hantet e vez lod eus ar budjed oc’h adaozañ lastez-ospital ha talvoudekaet ez eus bet e-giz-se div donenn orjalennoù tredan ha 500 kg inoks e-korf daou vloaz hepken.

Keloù eus ul loread eus 2013

E 2013 e oa bet plijet ar juri gant ar raktres bag-dre-lien Soliverne, a vod barregezhioù filierennoù micherel al lise Jules Verne, e Gwengamp, ha labour ar gevredigezh Avelioù kornôg war dachenn ar c’henemprañ dre ar merdeiñ. E bourzh ar vag 35 troatad-se e c’hallo tud nammet mont, bevañ ha kemer perzh en embregadennoù. Eko-empentet eo ha krog ez eur da sevel ar c’houc’h. Evit kalonekaat ar gevelerien da genderc’hel gant o raktres ha reiñ un taol sikour ouzhpenn dezho o deus divizet Rannvro Breizh ha Kef kengredit Breizh profañ dezho gouelioù unan eus bigi Figaro ar filierenn wellentez evit ar redadegoù en donvor.
Unan eus dalc’hoù an diorren padus eo ar yec’hed
Kavout a ra da Rannvro Breizh e rank an dud bezañ yac’h hag en o bleud evit bleuñviñ. Er politikerezh evit ar yec’hed e talc’her kont neuze, en tu all d’ar preder pe ar brudañ pleustroù yac’h, eus doareerioù ar yec’hed, ar faktorioù sokial hag endro o devez ul levezon war ar yec’hed : kalite an darempredoù sokial, kalite an dour hag an aer, an implij, ar boued, ar fiñvusted... Oc’h ober traoù evit ar yec’hed e reer evit an diorren padus ivez hag ar c’hontrefed.

 

Da lenn ivez :

  • Evit diorren padus Breizh : an Agenda 21

  • Lec’hienn 9vet trofeoù Breizh an diorren padus