Web ha sevenadur
Bretania, porched nevez ar sevenadurioù e Breizh

Sonerezh, savouriezh, istor, kleweled… : setu ur porched evit lakaat Breizh, hec’h istor hag he sevenadur e-kerz an holl. E Bretania ez eus ouzhpenn 350 000 teul evit ober anaoudegezh gant Breizh hag he liesseurted, war-bouez ur c’hlik hepken !

Lañset eo « Bretania » war ar Gwiad hag aze e vo digor, ha tolpet en un egorenn niverel e-unan, an holl zanvezioù a denn da sevenadur ha glad Breizh. Harpet eo al lec’hienn, er penn-kentañ, war ur rouedad dek kenoberour bennak : lakaat a reont bremañ enlinenn, evit ar muiañ-niver eta, o dalc’hadoù a son, skeudennoù pe skridoù niverelaet, gant testennoù evit o c’hinnig ouzhpenn. Dastum, a bled gant ar glad dre gomz, a zegas evel-se an dielloù son hag ar skeudennoù pe skridoù dastumet ganto a-hed ar bloavezhioù (sonennoù, sonerezh, mojennoù…) ; Cartopôle Baod a zegas un dalc’had dispar a 70 000 kartenn-bost kozh ; Servij renabliñ ar glad, e notennigoù skeudennaouet diwar-benn ar savouriezh hag an arrebeuri heverk e Breizh ; an « Télégramme de Brest », dielloù ar gazetenn a oa en he raok, La Dépêche de Brest, etre 1886 ha 1944 ; Gwarez filmoù Breizh hag Ensavadur broadel ar c'hleweled (INA), memor kleweled Breizh… Gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité/Sevenadurioù (staliet en Oriant) e vo lakaet buhez er porched web brav-se, a zo bet ijinet evit roiñ hor rannvro da vezañ gwelet ha komprenet. Tamm-ha-tamm e vo pinvidikaet gant endalc’hoù ha kenoberourien nevez hag a labouro en ur rouedad evit talvoudekaat o danvez.

Emaint e www.Bretania.fr 
Kreizenn an enklaskoù breizhek ha keltiek (KEBK), Cartolis, Gwarez filmoù Breizh, Dastum, La Dépêche de Brest, an INA Atlantel, servij renabliñ ar ’huzul-rannvro, levraoueg niverel Skol-veur Roazhon 2, levraoueg Meurgêr Roazhon, ar gevredigezh KDSK.

 

Tags : Arts et culture

Publié le


Partagez ce contenu