Neuz c'hrafek ksb
Kuzul sevenadurel Breizh en deus ul logo dezhañ e-unan hag un neuz c’hrafek. Meur a elfenn a ya d’ober anezho evit diskouez al liamm a zo etre KSB hag an obererezh sevenadurel e Breizh.

Gallout a ra neuz c’hrafek Kuzul sevenadurel Breizh degas da soñj eus meur a dra :
ur siell, arouez ar ouiziegezh
ar « Gwenn-ha-du», banniel Breizh krouet gant Morvan Marchal e 1923, gantañ nav bandenn : pemp bandenn du, peder bandenn wenn
skeudenn ur sarpant-nij, ur benveg dre aer hag a ya da-heul an avel (a vez e pep lec’h e Breizh)
Graet ez eus gant an elfennoù-mañ :
an erminig lusk ganti, evel hini ar C’huzul-rannvro, ha ganti stumm Breizh ivez.
ar c’helc’h evel arouez ar bed-holl, an orin, an hollidigezh hag an unded (kreizig-kreiz an traoù). Un arouez a barfeted hag a unvanded eo ivez ; en tu all da se ez eo arouez an amzer hag an oabl.
tri meneg, e brezhoneg da gentañ, e galleg hag e gallaoueg, hag a zeu da-heul lusk an erminig (an tri beg). Dibabet ez eus ober gant ar font « Spotka » evel neuz c’hrafek Rannvro Breizh. Savet eo diwar skouer al lizherennoù a vez treset war kouc’hoù ar bigi pesketa. Krouet e oa bet ar font-se gant Xavier Dupré e 2003.
Bandennoù ar « Gwenn-ha-du » da-heul ar sinadur. Lakaet int a-veskell, e korn an hollad, evel pa vefent panelloù war chanterioù.
Hervez neuz c’hrafek Rannvro Breizh eo gant al liv « Majenta » (ruz diazez) e reer evit ar pezh a sell ouzh ar sevenadur. Ul liv lusk gantañ eo, aes da adober, hag a gaver alies e bed ar sevenadur.
Gwelet an elfennoù a ya d’ober neuz c’hrafek Kuzul-rannvro Breizh