Dalc’h dreistordinal
Savboent Breizh er c’hendiviz war an digreizennañ

D’ar Yaou 21 a viz Meurzh e oa bet bodet an 83 dilennad-rannvro en un dalc’h dreistordinal evit reiñ o savboent er c’hendiviz broadel war an digreizen

Dre ma felle da Rannvro Breizh kemer perzh er chanter bet digoret gant prezidant ar Republik evit ur bazenn nevez eus an digreizennañ he deus aozet un dalc’h dreistordinal evit se. Diwar ar breudoù ez eus bet gallet peurechuiñ ar raktres savboent ofisiel er c’hendiviz broadel a zo c’hwec’h kinnig bras ennañ. Tra ma vo kinniget stumm kentañ ar raktres-lezenn er Sened hag er Vodadenn vroadel a-raok pell ez eus bet breutaet war ar savboent-se. Plediñ a ra koulz gant palioù an danvez lezenn, gant ur sell hardizh war perzh ar rannvroioù, ha gant ar mod da lakaat anezho e pleustr war an dachenn. Evel-se eo bet votet an destenn anvet "Hor soñj war ar c’hendiviz broadel war an digreizennañ" gant an dilennidi-rannvro. Breizh eo ar rannvro nemeti e Frañs he deus labouret evit ar raktres lezenn-se.

Kinnigoù Breizh

C’hwec’h poent a zo enno :

  • sklaeraat ar barregezhioù etre ar strollegezhioù lec’hel
  • kadarnaat roll strategel ar Rannvro
  • kreñvaat ar gouarnerezh rannvroel
  • kaout gwir d’an diforc’hidigezh
  • addiazezañ sistem arc’hantañ ar rannvroioù
  • diorren ar c’hemer perzh en demokratelezh.

Lenn prezegenn digeriñ ar prezidant Pierrick Massiot


Tags : Assemblées

Publié le


Partagez ce contenu