Arz a vremañ
Diskouezadeg : savadurioù nevez Dalc’hadoù rannvroel an arz a vremañ e Frac Breizh

An diskouezadeg diwar-benn doare nevez savadurioù Dalc’hadoù rannvroel an arz a vremañ a vo roet da welet evit ar wezh kentañ en Dalc’had rannvroel be

E miz Gwengolo tremenet, e Roazhon, e oa bet digoret savadur nevez Dalc’had rannvroel an arz a vremañ e Breizh, diwar dresoù an disavourez Odile Deck. E-touez c’hwec’h Dalc’had rannvroel an arz a vremañ « doare nevez » (Akitania, Centre, Franche-Comté, Nord-Pas de Calais ha Provence-Alpes-Côte d’Azur) e vo an hini kentañ o reiñ degemer d’an diskouezadeg vale : « Savadurioù nevez.Dalc’hadoù rannvroel an arz a vremañ ». Kenbroduet eo an diskouezadeg-se gant ar Greizenn Pompidou ha Platform hag a vod an Dalc’hadoù rannvroel da-geñver o zregontvet deiz-ha-bloaz : un dro eo da lakaat ar gaoz war ar « Savadurioù nevez »-se a verk ur bazenn nevez en istor an ensavadurioù-se. Kregiñ a raio troiad an diskouezadeg e Frac Breizh eta, eus an 19 a viz Kerzu 2012 betek ar 17 a viz C’hwevrer 2013.

Titouroù pleustrek :
Frac Breizh, 19 bali André Mussat e Roazhon, pgz : 02 99 37 37, postel : contact@fracbretagne.fr - Digor adalek ar Meurzh betek ar Sul, etre kreisteiz ha 7 eur noz (serr d’al Lun ha d’an deizioù-gouel, d’ar 25 a viz Kerzu ha d’ar 1añ a viz Genver). Mont e-barzh 2 € betek an 11 a viz Genver, pa vo staliet diskouezadegoù Esther Ferrer ha Renée Levi en div sal vras)

Gouzout hiroc’h

Gwelet lec’hienn ar Frac 

Gwelet al lec’hienn diwar-benn savadur nevez ar Frac


Tags : Arts et culture

Publié le


Partagez ce contenu