Dalc’h miz Kerzu 2019 war ar budjed : an divizadoù pennañ

Heñchañ budjed 2019, Breizh COP hag an 38 engouestl stag outañ, ar gefridi nevez evit a sell ouzh heñchañ ar re yaouank hag an dud dilabour e bed ar micherioù, an arc’hant lakaet evit al liseoù e 2019-2020, ar politikerezh nevez evit yezhoù Breizh...

Heñchañ budjed 2019

Parazit Fotolia

Evel bep bloaz e miz Kerzu o deus divizet ar guzulierien-rannvro war ar pep pennañ eus politikerezh ar budjed evit 2018 a vo votet, an eil programm war-lerc’h egile, en dalc’h a vo d’ar 7 hag 8 a viz C’hwevrer. Diazezet eo an traoù war ar c’hwec’h mennozh youlek a zo gant ar C’huzul-rannvro evit ar respetad 2016-2021. Diwarno neuze e vo heñchet obererezh ar Rannvro war an tachennoù a zo stag ouzh he c’hefridioù : kempenn an tiriad, ekonomiezh, stummañ, treuzdougen, endro, sevenadur ha sport. Sichenn ar budjed nevez-mañ : delc’her a ra ar Rannvro da lakaat arc’hant, ar pezh a sav da ouzhpenn 300 milion a euroioù etre 2016 ha 2021.

Lenn an danevell

38 pal evit Breizh COP

Pascal Leopold

Krouet eo Breizh Cop gant ar Rannvro diwar skouer Cop 21 ha lañset e oa bet e Breizh e penn kentañ 2017 abalamour da sevel ur raktres padus evit an amzer-da-zont.

E miz Ebrel 2018 o doa aprouet ar guzulierien-rannvro un teul heñchañ lec’h ma oa renablet an traoù pennañ da gas da benn hag ur garta eus ar soñjoù diazez hag a oa embannet enni ar c’hoant d’ober war meur a dachenn :

  • Kreñvaat plas ha brud vat Breizh er bed
  • Broudañ d’ober gant doareoù nevez da gempenn an tiriad evit reiñ muioc’h a bouez d’an traoù nes
  • Adsoñjal e doareoù nevez da ziorren ha da vevañ hag a vo dilontek,
  • Adsoñjal an ober publik hag an ober a-stroll.

E-kerzh an dalc’h-mañ o deus aprouet an 38 engouestl a ya d’ober Breizh COP, hag a glot gant soñjoù ur bern tud, dilennidi, tud ar c’hevredigezhioù ha Breizhiz a bep seurt, hervez ar c’hendivizoù kaset da benn e Breizh e 2018. Deuet eo an 38 engouestl diwar kinnigoù a-berzh kantadoù a verc’hed hag a baotred eus Breizh, graet e meur a zoare : kendivizoù enlinenn, sontadegoù e-touez un dibab tud, c’hoarioù strategiezh e strolladoù bihan, emvodoù foran...

Diwar vremañ e tlefent broudañ ar c’hendivizoù hag ober ur sichenn hag a vo diazezet warni reolennoù hollek, engouestloù hag emdroadurioù ar politikerezhioù publik. Ar soñj dre vras : degas ur seurt « freuz » evit adsoñjal ar pezh a sell ouzh kempenn an tiriad, an treuzdougen, an endro, an energiezh hag al lojeiz ha lakaat kement-se da emdreiñ…

Lenn an danevell evit gwelet an 38 kinnig

Un emglev evit lakaat arc’hant er barrekaat

Région Bretagne

Fellout a ra da Rannvro Breizh aesaat d’an holl dud e Breizh bezañ stummet hag en em varrekaat. Da-geñver ar Pic (steuñv broadel evit lakaat arc’hant er barrekaat) e oa krog neuze, adalek an hañv 2018, da brederiañ asambles gant ar gevelerien eus bed ar stummañ hag hini ar micherioù, abalamour da sevel gant ar Stad un Emglev rannvro evit lakaat arc’hant er barrekaat evit ar maread 2019-2022. Degemeret eo bet an emglev rannvro-se gant ar guzulierien-rannvro evit stummañ ar re yaouank hag an dud dilabour en un doare padus ganto nebeut a varregezhioù. Roet ez eus 216,61 M€ evit se.
Termenet eo an hent da gemer gant an emglev rannvro evit 2019-2022 evit a sell ouzh lakaat cheñch ar c’hinnig a-fet stummañ micherel hag an doare ma vez sikouret an dud, dreist-holl ar re, e Breizh, a zo ar muiañ e-maez an hentoù klasel. Klasket e vo ivez gantañ lakaat ar stummadurioù da vont diouzh an ezhommoù en embregerezhioù, gant se e vo adwelet ar pezh a zo e-barzh ar stummadurioù evit klotañ gant an ezhommoù nevez e bed an ekonomiezh.

E-kerzh an dalc’h-mañ en deus aprouet ar C’huzul-rannvro kinnigoù nevez a-fet stummañ ha sikour an dud. 

  • Un torkad stummadurioù evit mont war-zu stummadurioù barrekaat (a vez graet « Prépa » anezhañ) : evit prientiñ pep a raktres micherel, deskiñ barregezhioù diazez, sevel hentadoù diouzh ezhommoù pep hini (dislennegezh, orin estren…)
  • Un torkad stummadurioù barrekaat (a vez graet « Qualif » anezhañ) : evit lakaat an hentadoù stummañ da vezañ gwevnoc’h ha gallout lakat anezho da vont diouzh ezhommoù an embregerezhoù hag ar gennadoù e Breizh.
  • Ur gael nevez evit ar sikourioù arc’hant d’ar stajidi e stummadurioù micherel (hag a dalvezo adalek ar 1añ a viz Genver 2019) a zalc’ho kont gwelloc’h eus stad pep hini e-keñver dezverkoù sokial, hag a skoazello an dud en un doare gwevnoc’h.

Lenn an emglev rannvro evit lakaat arc’hant er barrekaat

An emglev rannvro evit lakaat arc’hant er barrekaat - lodenn V

Ur politikerezh nevez evit yezhoù Breizh

Franck Betermin

Aprouet o deus ar guzulierien-rannvro he؜ñchadurioù pennañ ar politikerezh nevez evit yezhoù Breizh a vo lakaet da dalvezout adalek 2019.

Eus un tu e fell d’ar Rannvro delc’her gant ar pezh a ra evit ar brezhoneg dija ha mont pelloc’h ganti, asambles gant he c’hevelerien. Ar Rannvro, diwar disoc’hoù an enklask sokioyezhoniel, a sikour ar pezh a aesa treuzkas ar brezhoneg hag reiñ plas dezhañ er vuhez sokial, sevenadurel ha foran. Dont a raimp a-benn ivez gant ma vo komprenet ar pezh a zo e dalc’h gant an holl strollegezhioù a vo bodet gant ar Rannvro e 2019 ha gant ma vo graet gant an doareoù kehentiñ nevez.

Eus an tu all, evit ar gallaoueg, ar pezh a zo e dalc’h eo lakaat niver ar yezherien da greskiñ abalamour da ginnig dezho peadra da stankaat an implij anezhañ koulz er vuhez foran hag er vuhez prevez. Ober a ray ar Rannvro war-dro broudañ implij ar yezh-se, koulz dre skrid ha dre gomz, gant se e vo aesaet treuzkas ar gallaoueg (gant meur a zoare stummañ) hag ober gantañ (reiñ muioc’h a blas dezhañ er gevredigezh dre ar mediaoù, an embann, ar c’hrouiñ en arzoù…).

Lenn an danevell

Ar gefridi « heñchañ ha titouriñ war ar micherioù »

Franck Betermin

Gant lezenn ar 5 a viz Gwengolo 2018 eo cheñchet kefridioù ar Rannvro evit ar servij publik rannvroel a-fet heñchañ hag emdreiñ e bed ar micherioù. Kadarnaat a ra ez eo karget ar Rannvro da genurzhiañ ar frammoù a gemer perzh er servij rannvroel-se ha kreñvaat a ra he c’hefridi a-fet titouriñ war ar micherioù hag ar stummadurioù, « eus ar skol betek ar retred » : ledanaet eo he c’hefridi pa sell diwar vremañ ouzh an holl dud, ar skolidi adalek ar skolaj hag all.

E-kerzh an dalc’h-mañ en deus termenet ar C’huzul-rannvro war beseurt tu dre vras e vo heñchet he c’hefridi servij publik nevez-se, a vo fiziet ennañ adalek miz Genver 2019. E servij hentad pep hini evit e emdroadur micherel hag e servij diorren ekonomikel Breizh :

  • Ober a ray war-dro produiñ dafar war ar micherioù hag ar stummadurioù, evit se e responto da veur a dra :
    - Degas ur c’hinnig servij nes gant sikour ar frammoù hag an obererezhioù lec’hel.
    - Liesaat an dafar ha lakaat anezhañ da glotañ gant ezhommoù an dud : ur savenn web rannvroel da ziorren, kitoù dafar evit ar skolajoù ha liseoù hag an aozadurioù stummañ, obererezhioù kelaouiñ...
    - Delc’her kont eus stad sokio-ekonomikel ar rannvro evit titouriñ war ar stummadurioù hag ar micherioù ma vezer o klask tud e Breizh.
    - Degas ur c’hinnig titouriñ pep hini diouzh e ezhommoù
    hag a gemero perzhioù tud zo e kont, dreist-holl an dud vreskañ.
  • Fellout a ra d’ar Rannvro ivez diazezañ ur steuñv stummañ youlek gant an holl gevelerien a zo e-barzh ar jeu : kevelerien ar servij publik rannvroel evit an heñchañ hag an emdroadur micherel, hag ivez psikologourien an Deskadurezh-Stad hag ar benngelennerien, da-geñver ul labour pedagogel evit titouriñ war ar micherioù. Skoazellet e vo ivez aozañ lec’hioù hag emgavioù micherel d’an dud da zegas ostilhoù ha skiant-prenet an eil re d’ar re all.

Ar gefridi nevez-se a-fet titouriñ war ar micherioù a vo kaset da benn asambles gant an holl gevelerien war dachenn an heñchañ : tud an akademiezh, rouedadoù keveler ar servij publik rannvroel evit an heñchañ hag an emdroadur micherel, ar skourroù hag ar gevelerien sokial, an embregerezhioù ha tud en o-unan. Lakaet e vo e pleustr diouzh an arc’hant a vo roet evit se, ar pezh a zo da vezañ termenet gant ar Stad c’hoazh.

Lenn an danevell

Ur strategiezh nevez evit Renabl ar glad

Fabrice le Borgne

Abaoe 2004, hervez al lezenn, eo fiziet ar gefridi evit seveniñ Renabl hollek ar glad sevenadurel er Rannvroioù. E Breizh e tiskouez ar Rannvro, dre hec’h oberoù, e fell dezhi ober war-dro ar gefridi-se evit gwir ha kas an enklaskoù en-dro evit Renabl ar glad gant kevelerien ar vro.

Kefridi gentañ ar Renabl n’eo ket cheñchet : « renabliñ, studiañ ha lakaat anaout ». Fellout a ra d’ar Rannvro avat ober gant ur strategiezh rannvroel evit Renabl ar gad ha nevesaat ar programmañ. Dav eo ivez resisaat plas ar gefridi-se e-keñver ar strategiezhioù all er Rannvro, e-keñver he c’hefridi evit luskañ kevelerezhioù e Breizh, hag evit kadarnaat an doare difer da welet ar Renbal e Breizh.

Er c’hrediñ a reomp start e Rannvro Breizh : sikour a ra Renabl ar glad lakaat an dud da vezañ stag adarre ouzh o rannvro, gant se e c’hall bezañ ur benveg hep e bar hag en un doare padus evit sikour reiñ lañs d’an ekonomiezh, d’an touristerezh e Breizh, hag evit he brud vat.

Lenn an danevell

Ar steuñv evit lakaat arc’hant el liseoù publik e 2019-2020

L'oeil de Paco

Karget eo ar C’huzul-rannvro da sevel ha da gempenn al liseoù ha graet en deus ur bilañs eus ar steuñv postañ kentañ lañset evit 2017 ha 2018 goude bezañ aprouet ur brastres ren nevez evit madoù diloc’h al liseoù publik e Breizh (votet e fin 2016). Respont a ra ar brastres ren-se da 3 dalc’h pennañ :

  • Kempenn ha nevesaat ar savadurioù
  • Gwellaat o ferzhioù energetek
  • Lakaat ar savadurioù da vont diouzh an emdroadurioù niverel

En ur ober 2 vloaz, e 2017 ha 2018, ez eus bet lakaet tost 200 milion a euroioù evit madoù diloc’h al liseoù. Ar pep pouezusañ :

  • Sevel tri lise nevez (Liverieg 2020, Ploermael 2022, Kastell-Geron 2025) evit mont diouzh kresk niver al liseidi,
  • Adkempenn 20 lise dre vras goude bezañ sellet a-dost ouzh o holl gefridioù, en ur gemer ali an implijerien e kont.
  • Labourioù war ar savadurioù evit doujañ d’ar reolennoù a sell ouzh an dud nammet, ar riskloù yec’hedel, ar surentez hag aozioù labour an implijidi eus ar Rannvro ha re implijidi an deskadurezh-Stad.
  • Ur steuñv skolioù-lojañ a oa bet programmet ivez e miz Mezheven (pouezus-bras eo an doare ma vez lojet al liseidi evit sikour anezho en o studioù).

Dont a ra ar steuñv a dalvezo evit 2019-2020 da zelc’her gant ar politikerezh-se en ur vont pelloc’h evit a sell ouzh doujañ an endro, ar pezh a zo pouezus evit ar Rannvro. Roet e vo keloù d’al liseoù war ar poent-se. Mat da c’houzout :

  • Un aodit energetek a vo ret ober a-raok kement obererezh bras a vefe lañset,
  • Klasket e vo ober ar muiañ ar gwellañ gant danvezioù padus evit al labourioù, abalamour d’al liseoù da zispign nebeutoc’h a energiezh
  • Un dra all a vo klasket ober : lakaat cheñch emzalc’h an dud ; evit se e vo sachet evezh implijerien al liseoù war ar beveziñ energiezh.

Fellout a ra d’ar Rannvro kempenn ha nevesaat ar savadurioù a zo anezho dija, ha fellout a ra dezhi ivez lakaat anezho da vont diouzh an doareoù da gelenn a vo en amzer-da-zont hag ouzh an emdroadurioù niverel. Se zo kaoz omp krog d’en em soñjal, asambles gant ar Rektorelezh, war al liseoù en amzer-da-zont, war an doareoù da sevel batisoù a ranko bezañ adwelet, da skouer.

Lenn an danevell

Hag ivez

Ar gouestloù


Modifié le


Partagez ce contenu